Arthur Tudor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Arzhur Tudor

Arthur Tudur (e kembraeg) , pe Arthur Tudor (e saozneg), pe Arzhur Tudor (1486 – 1502), marvet da 16 vloaz, a oa mab henañ Herri VII, roue Bro-Saoz, hag e bried Elizabeth of York. Priñs Kembre e oa, hag eñ a oa da ren war-lerc'h e dad. E vreur Herri an hini a renas en e lec'h e 1509 da varv o zad.

Dimeziñ[kemmañ]

Dimezet e oa bet d'ar briñsez spagnol Catalina de Aragón, merc'h d'ar roue Ferdinant II Aragon ha d'ar rouanez Izabel Iañ Kastilha evit skoulmañ un emglev diplomatek etre rouantelezh Spagn, nevez-unanet, ha Bro-Saoz ma oa an Tiegezh Tudor nevez-erruet er galloud. Erruout a eure Catherine en Saoz en 1501 D'ar 14 a viz Du 1501 e voe graet an eured. Mervel a reas Arzhur dindan 5 miz, d'an 2 a viz Ebrel 1502.

Goude e varv[kemmañ]

Chom a reas an intañvez e Bro-Saoz, ha d'an 11 a viz Mezheven 1509 e timezas, gant aotre ar pab Jul II, d'ar roue Herri VIII , breur he fried kentañ, ma teuas da vout rouanez Bro-Saoz.