Jean Calvin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Jean Calvin

Jean Calvin pe Jean Cauvin (10 a viz Gouere 150927 a viz Mae 1564) a oa un doueoniour gall da vare an Disivoud protestant, er XVIvet kantved, ha diazezer ar pezh a voe anvet diwezhatoc’h kalvinouriezh. Disteurel a reas aotrouniezh ar pab ha sevel a reas un doare nevez da ren an ilizoù kristen. Brudet eo abalamour d’e skridoù doueoniezh.

Ganet e oa bet e Noyon, e Pikardi, e 1509. Pa voe embannet e dezennoù gant Martin Luther, e oa 8 vloaz. E 1523 e voe kaset gant e dud da skol-veur Pariz da studiañ al lizhiri hag ar gwir. E 1532 e teuas da vout doktor war ar gwir e skol-veur Orleañs.

Tamm-ha-tamm e troas a-du gant ar mennozhioù protestant, levezonet gant Luther. Divizout a reas mont da Vro-Suis hag en em staliañ a reas e Geneva e 1536. Skarzhet e voe eus ar gêr-se e 1538 ha mont a reas da bastor da Strasbourg. Dimeziñ a reas e 1539 da Idelette de Bure, un advadezourez. Distreiñ a reas da C’heneva e 1541 hag eno e chomas betek e varv, e 1564.

Sellet a reer ouzh Calvin evel unan eus pennoù bras an Disivoud protestant. Da 26 vloaz, e 1536, e embannas an Institutio Christianae Religionis, ur skrid latin a bouez war an doueoniezh kristen, hag e 1541 e voe embannet un droidigezh c’hallek anezhañ. Sevel a reas ivez meur a levr displegoù war levrennoù ar Bibl, hag a gendalc’her da lenn hiziv, e-touez ar brotestanted.

Liammoù diavaez[kemmañ]

  • « Jean Calvin », gant Francis Higman, e-barzh Dictionnaire historique de la Suisse en-linenn (e galleg, alamaneg, italianeg)

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.