19 Eost
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1493 : dont a ra Masimilian Iañ, pried kentañ Anna Vreizh da vezañ impalaer an Impalaeriezh santel roman german.
- 1505 : erruout a ra Anna Vreizh er Folgoed da-geñver he Zro Breizh.
- 1919 : Afghanistan dizalc'h diouzh ar Rouantelezh Unanet.
- 1989 :
- aet Tadeusz Mazowiecki da Gentañ Ministr Polonia.
- da-geñver ur piknik a-stroll e-kichen Sopron e tremen 600 den eus Republik Demokratel Alamagn eus Hungaria da Aostria : deroù diskar Republik Demokratel Alamagn an hini eo.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1848 : Gustave Caillebotte, livour gall († 21 a viz C'hwevrer 1894 e Gennevilliers).
- 1883 : Coco Chanel (Gabrielle Bonheur Chanel diouzh hec'h anv gwir), kemenerez c’hall († 10 a viz Genver 1971 e Pariz).
- 1914 : Raymond Marcellin, politikour gall, bet maer Gwened ha prezidant Kuzul Rannvroel Breizh († 8 a viz Gwengolo 2004 e Pariz).
- 1946 : Bill Clinton, prezidant Stadoù Unanet Amerika.
[kemmañ] Marvioù
- 1186 : Jafrez II (dug Breizh) (° 23 a viz Gwengolo 1158 e Londrez).
- 1662 : Blaise Pascal, jedoniour ha prederour gall (° 19 a viz Mezheven 1623 e Clairmont (Clermont-Ferrand a-vremañ)).
- 1810 : Jérôme-Marie Champion de Cicé, arc'heskob katolik, ministr ar Justis gall (1789) ha kannad ar Vodadeg vroadel gall (° 3 a viz Gwengolo 1735 e Roazhon).
- 1819 : James Watt, fizikour skosat (° 19 a viz Genver 1736 e Greenock (Skos)).
- 1870 : Yann-Vari ar Skourr, barzh brezhonek (° 2 a viz Meurzh 1811 en Hañveg).
- 1924 : Ferdinand Cheval lesanvet Facteur Cheval, livour gall (° 19 a viz Ebrel 1836 e Charmes-sur-l'Herbasse).
- 1936 : Federico García Lorca, barzh spagnolek (° 5 a viz Mezheven 1898 e Fuente Vaqueros (Spagn)).
- 1965 : Jarl Priel, dramaour ha skrivagner brezhonek (° 23 a viz Ebrel 1885 e Priel).