4 Eost
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1532 : Stadoù Breizh, bodet e Gwened, a asant e vije staget Breizh ouzh Bro-C’hall.
- 1789 : er Vodadenn bonreizhañ broadel, e Pariz, e sav ar gannaded a-du gant dilezel dreistwirioù ar c’hêrioù hag ar proviñsoù evel re an nobled hag ar gloer.
- 1907 : gounezet eo Tro Bro-C'hall gant Lucien Mazan, lesanvet Petit-Breton.
- 1914 : aloubet eo Belgia gant armeoù Alamagn : Gant ar Rouantelezh Unanet eo disklêriet ar brezel da Alamagn.
- 1944 :
- dieubet eo Roazhon gant pevare rann-arme houarnet ar jeneral amerikan John S. Wood.
- dieubet eo Dol, Gwened, Gwitreg, Kastell-Briant, Pondivi, Redon gant ar Gevredidi.
- harzet eo Anne Frank gant ar Gestapo en Amsterdam, a-gevret gant seizh Yuzev all.
- 1950 : deroù Gouelioù ar Bleun Brug e Kastell-Paol.
- 1984 : Volta-Uhel a gemer an anv Burkina Faso.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1792 : Percy Bysshe Shelley, barzh saoznek († 8 a viz Gouere 1822 e Viareggio (Dugelezh-veur Toskana d'ar mare-se)).
- 1805 : William Rowan Hamilton, matematikour ha fizikour iwerzhonat († 2 a viz Gwengolo 1865 e Dulenn (Iwerzhon)).
- 1859 : Knut Hamsun, skrivagner norvegek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh († 19 a viz C'hwevrer 1952 e Grimstad (Norvegia)).
- 1883 : René Schickele, skrivagner eus Elzas († 31 a viz Genver 1940 e Vence).
- 1901 : Louis Armstrong, kaner ha soner jazz amerikan († 6 a viz Gouere 1971 e New York).
- 1926 : Alfredo Di Stéfano, melldroadour ha gourdoner arc'hantinat.
- 1960 : Jose Luis Rodriguez Zapatero, politikour spagnol.
[kemmañ] Marvioù
- 1060 : Herri Iañ, roue Bro-C'hall (g. 1008)
- 1875 : Hans Christian Andersen, skrivagner danek (° 2 a viz Ebrel 1805 en Odense (Danmark)).
[kemmañ] Lidoù
Sant an deiz : Santez Aourgen