Jazz

Eus Wikipedia

Ar jazz zo un seurt sonerezh ganet er Stadoù-Unanet e deroù an XXvet kantved. Kejadenn sonerezh Afrika (dre ar blues hag ar ragtime) ha sonerezh Europa an hini eo. Kalz isrummadoù sonerezh a zo bet maget gant ar Jazz.

Istor ar jazz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Louis Armstrong, anv braz ar Jazz e deroù an XXvet kantved

Ar jazz zo bet krouet er Stadoù-Unanet e deroù an XXvet kantved diwar ur meskad sonerezhioù ar re Afroamerikaned : ar "work songs", kanaouennoù labour ar sklaved afrikan, ha kanoù relijiel, negro spiritual ha gospel.

Adalek 1920 e teu ar blues da vezañ skignet e delta ar Mississippi gant enrolladenn gentañ Mamie Smith. Er memes amzer e erru ar ragtime, gant Scott Joplin da skouer. Ar boogie-woogie a ziorren ar memes mare e Chicago.

E Orleañs-Nevez an hini eo e vez gwelet peurvuiañ al lec'h m'eo bet ganet ar jazz. E touez unsonerien bennañ jazz mod New Orleans e kaver Kid Ory, Sydney Bechet ha dreist pep tra Louis Armstrong, hemañ o tigeriñ hent mare ar Swing.

The King & Carter Jazzing Orchestra foto tapet e Houston, Texas e mis Genver 1921.

Ar swing (pe middle jazz) en em zistag eus ar jazz New Orleans dre ul laz-seniñ brasoc'h ha dre ar bouez a vez roet d'an unsonerien. Mare ar big band eo, gant sonerien zibar evel Duke Ellington, Count Basie, Glenn Miller ha sonaozerien evel George Gershwin, Cole Porter, Richard Rodgers.

Genel a ra ar bloavezhioù 1940 ar bebop, gant un tempo buan tre. Anvioù bras zo re Charlie Parker, Dizzy Gillespie ha Thelonious Monk. Gallet a reer ivez meneget ar free jazz adalek fin ar bloavezhioù 1950, al latin jazz hag ar jazz-rock gant Miles Davis ha Weather Report da skouer er bloavezhoioù 1960 ha 1970. Dont a ra war wel ur jazz "europeatoc'h" ivez, awenet gant ar sonerezh klasel, ar sonerezh a-vremañ ha sonerezhioù ar bed.

Evit gwir en deus ar jazz ganet un taol bras a isrummadoù. Tostoc'h ouzhomp eo bet krouet ivez an acid jazz o veskañ jazz gant sonerezh elektronek.

Framm sonerezhel ar Jazz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arzourien pennañ ar Jazz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aozerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Sonerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Scott Joplin


Gwelit ivez Rummad:Sonerien Jazz

Kanerezed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Free Jazz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Redennoù ar jazz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Lec'hiennoù mojenn ar jazz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • ar Village Vanguard : Emañ e Manhattan e New York. Unan eus lec'hiennoù brudetañ ar jazz, gant ar re vrasañ o vezañ sonet eno : John Coltrane, Miles Davis, Bill Evans… Krouet e oa e 1935
  • ar Village Gate : nepell ar Vanguard e Greenwich Village
  • ar Filmore East : daoust ma ne vez ket kinniget jazz nemetken eno en deus bevet hemañ dispac'h electrek ar jazz gant Miles Davis e fin ar bloavezhioù 1960
  • ar Blue Note : dont a ra anv a c'hlub-mañ eus un embanner sonerezh jazz brudet. Emañ e hent-kroaz ar 4vet straed hag ar 6vet bali.
  • ar Birdland : Charlie Parker a veze degemeret ingal er c'hlub-mañ krouet e 1949 war Broadway e New-York. Diouzh e lezanv Bird e teu anv al lec'h.
  • ar Ronnie Scott's : klub jazz brudetañ Londrez moarvat.

Gouelioù Jazz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klotañ a ra ar jazz gant meizad ar festival abalamour d'e bersonelezh, e eztaol hag e seniñ war a prim. Meur a c'houel Jazz zo deuet da vezañ brudet eta, en o zouez re San Francisco ha Montreal.

E Breizh e vez kavet Gouelioù Jazz ivez, da skouer e Gwened (Jazz à Vannes) pe e Naoned (Les Rendez-vous de l'Erdre).

Kelenn ar jazz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Berklee College of Music
  • Banff School of Fine Arts
  • American School of Modern Music
  • Centre des Musiques Didier Lockwood
  • Peabody University - Baltimore
  • Da revr brav

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]