Sonerezh elektronek

Eus Wikipedia
Telharmonium, Thaddeus Cahill, 1897
Luigi Russolo, Intonarumori, 1913
Trautonium, 1928

Ar sonerezh elektronek zo anezhañ ur seurt sonerezh gant sonioù krouet diwar ardivinkoù elektronek dreist-holl. Ar binvioù sonerezh elektronek hag an teknologiezh sonerezh elektronek emañ e kalon e savidigezh. En em ziorren a ra kalz adalek fin an XXvet kantved.

Istor ar sonerezh elektronek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar sonerezh elektronek a zo bet implijet adalek ar bloavezhioù 1950, gant mekanikoù a servije da grouiñ sonioù sintetek. D’ar mare-se ne oa ket tu implijout ar sonerezh elektronek war-eeun, setu perak e oa enrollet evit ma vefe aesoc’h d’ar sonaozourien cheñch ar son, en ur lakaat ar memes son da vezañ implijet meur a wech da heul (loop e saozneg). Adalek penn-kentañ an 20vet kantved o doe bet c’hoant ar sonaozourien implijout binvioù tredan pe elektronek, met evit sevel ar re gentañ ez eus bet ezhomm kalz amzer. E-touez ar binvioù kentañ ijinet evel-se e kaver :

  • an electromusical piano hag an delenn dredan ijinet gant Elisha Gray hag Alexander Graham Bell (1876)
  • ar singing arc gant William Du Bois Duddell (1899)
  • an telharmonium gant Thaddeus Cahill (1900). 200 tonenn, 8 metrad hirder dezhañ.
  • an æterofon (theremin) gant Lev Theremin (1920) : touchennaoueg ebet, trawalc’h e oa tremen an daouarn dirak ar mekanik evit ma vefe gwagennoù ha trouz da heul.
  • an elektrofon gant Jorg Mager (1921).

Kudenn bennañ an holl vinvioù-se a oa o ment : bras-tre e oant, da lavaret eo diaes da implijout ha da fiñval. Un darvoud all a zo a-bouez : e 1935 e labouras enklaskerien an embregerzh alaman AEG war an enrolladennoù war bannoù. Adalek ar mare-se e c’helljer troc’hañ hag adpegañ ar sonioù enrollet.

Ar studioioù kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit an taolioù-arnod kentañ e oa ret kaout ul lec'h bennak evit pleustriñ : neuze eo bet impijet ar studioioù savet, peurliesañ, evit ar chadennoù skingomz. E 1951 e kemeras Herbert Eimert e karg studio sonerezh elektronek WDR (Westdeutscher Rundfunk) e Köln, Pierre Schaeffer a zilojas e Club d’essai (deuet da vezañ GRMC, Groupe de Recherche de Musique Concrète) ha divizout a reas en em staliañ en R.T.F. (Radiodiffusion-télévision française) e Pariz. Luciano Berio ha Bruno Maderna a savas ar pezh a zes da vezañ studio fonologiezh RAI (Radiotelevisione Italiana) e Milano. Er memes mare e voe savet studioioù radio a-ratozh evit ar sonerezh elektronek e Stockholm, Helsinki, Kopenhagen ha gant B.B.C (British Broadcasting Corporation) e Londrez. Er Stadoù-Unanet e krogas an traoù e 1951 gant Vladimir Ussachevsky hag Otto Luening. Hag e 1955 e c’halljont implij o labourva e skol-veur Columbia. Dont a reas al labourva da vezañ anvet Columbia Princeton Electronic Music Center (C.P.E.M.C.) e 1959. A-drugarez d’an holl enklaskoù-se e c'hellas ar sonazourien sevel tonioù diazezet war vinvioù elektronek, memes ma save kudennoù evit kas / degas anezho, rak pounner pe bras-tre e oant. Ouzhpenn e chome diaes implijout anezho hep bezañ pleustret e-pad pell, ker-tre e oant ha ne oa ket kalz anezho.

Ar bloavezhioù 1960 ha 1970[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diaes e oa sevel tonioù gant binvioù elektronek er bloavezhioù 1960. Tri strollad tud a gasas an enklaskoù war-raok evit ma vefent aesoc’h da implijout.

Ar strollad kentañ a ijinas Buchla. Ar benveg-se a voe savet e 1963, gant Morton Subotnick (sonaozour sonerezh fetis). Adalek 1962 en doa bet ur yalc’had gant Foundation Rockefeller, setu m’en doa gellet kenlabourat gant un den anvet Ramon Sender hag un ijinour war an tredan anvet Don Buchla.

Subotnick a zisplegas : Hor pal a oa sevel ur ‘voest du’ a vefe bet implijet gant ar sonaozourien er gêr, evel ur studio bihan. Ar pal a oa ivez lakaat ar voest-se da vezañ heñvel ouzh un urzhiataer. C’hoant hor boa ivez e vefe ur benveg marc’hadmat evit ma c’hellfe ar muiañ posupl a dud prenañ anezhañ. Lakaet hor boa 400$ da bal, a-benn ar fin omp deuet a-benn da sevel anezhañ evit nebeutoc’h evit 500$. Gant Robert Moog e voe bet ijinet ar c'henaozer kentañ a c’haller implijout evel ur piano (memes touchennaoueg). E 1964 e kenlabouras gant ar sonaozour Herb Deutsch hag asambles e teujont a-benn da sevel binvioù elektronek diazezet war modulennoù. E-keit ma voe Deutsch o sevel tonioù e profitas Moog evit klokaat ha cheñch e vinvioù.

Er memes bloavezh ez eas Paul Ketoff (ijinour war ar son evit RCA Italiana e Roma) e darempred gant William O. Smith, rener studio sonerezh electronek Akademiezh amerikan Roma, hag e kinnigas dezhañ sevel ur c'henaozer aes da implij evit an Akademiezh. Mont a reas Smith e darempred gant Otto Luening, John Eaton ha sonerien all a oa en Akademiezh. Smith a zegemeras kinnig Ketoff hag hemañ a zeuas a-benn da sevel e genaozer Synket (Synthesizer Ketoff) e penn-kentañ ar bloavezh 1965. Er penn-kentañ eo bet savet ar sonerezh elektronek gant tud desket-tre, ha tamm-ha-tamm e voe implijet ivez e bed ar sonerezh pop. Unan eus an tonioù pop elektronek kentañ eo sonerezh kinnig Doctor Who e 1963. Krouet e voe gant ar BBC Radiophonic Workshop.

E penn-kentañ ar bloavezhioù 60, e lakaas Wendy Carlos ar sonerezh elektronek da vezañ brudet gant div bladenn: Switched-On Bach ha The Well-Tempered Synthesizer, eno sonerezh barok sonet gant ur Moog. D’ar mare-se e c’helle ar Moog produiñ un notenn nemetken, da lavaret eo e rankas Carlos tremen ur bern eurvezhioù er studio evit dont a-benn da enrollañ ar pezh en doa c’hoant. Ouzhpenn e oa diaes kendoniañ ar Moog kentañ. An theremin, ur benveg diaes-tre da seniñ gantañ, a voe implijet gant The Beach Boys evit o c'hanaouenn Good Vibrations, hag ar mellotron gant The Beatles (Strawberry Fields Forever).

A-feur ma yae an deknologiezh war-raok e teuas ivez ar pianoioù tredan da vezañ marc’hadmatoc’h hag aesoc’h da gas ha da zegas, neuze e krogas ar strolladoù da implijout anezho ivez. Da skouer : United States of America, Silver Apples pe Pink Floyd.

Er bloavezhioù 1970, e voe bet kaset war-raok da vat ar sonerezh elektronek gant Kraftwerk. Ar strollad ne implijas benveg all ebet, nemet re elektronek. Strolladoù all eus Alamagn o deus bet implijet sonioù elektronek : Neu!, Tangerine Dream, Can, Popol Vuh, Deutsch Amerikanische Freundschaft (D.A.F.). E Bro-C’hall eo bet brudet ar sonerezh elektronek gant Jean-Michel Jarre, gant e bladenn gentañ anvet Oxygène.

Implijet eo bet gant Alan Stivell ar sintetizer hag efejoù eletronek tost goude eo bet tu kavout anezhe war ar marc'had, da laret eo e deroù ar bloavezhioù 70. Kroget en eus anezhañ d'implij muioc'h al levezon-se e penn kentañ ar bloavezhioù 80, ha muioc'h mui goude.

Sonerien piano jazz brudet evel Herbie Hancock, Chick Corea, Joe Zawinul (Weather Report) ha Jan Hammer (Mahavishnu Orchestra) a grogas da implijout ar c'henaozer en o fladennoù jazz fuzion er bloavezhioù 1972-1974. Adalek 1973 e voe bet implijet ar binvioù elektronek evit sevel tonioù jazz fuzion. Skouerioù : ar bladenn Sweetnighter gant Weather Report pe The Headhunters gant Herbie Hancock. Sonerien evel Chick Corea pe Jan Hammer a implijas anezho ivez, en ur cheñch o doare da seniñ hag en ur ouzhpennañ kalz efedoù evel slide, vibrato, ring modulators, distortion ha whawha. Diwezhatoc’h er bloavezhioù 1980 ec’h embannas Herbie Hancock ar bladenn Future Shock, asambles gant ar produour Bill Laswell. Berzh bras a reas ar bladenn e 1983, dreist-holl a-drugarez d’ar ganaouenn Rockit.

Ar bloavezhioù 1980[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bloavezhioù 1990 ha 2000[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dioret ha skignet en deus ar sonerezh elektronek dre an house e Chicago, ar sonioù techno hag elektro e Detroit er bloavezhioù 80, al luskad acid house e Bro-Saoz e fin ar bloavezhioù 80 hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 90.

E touez an arzourien House o deus levezonet ar rummad e kaver Frankie Knuckles, Marshall Jefferson, Jesse Saunders, Larry Heard, Kerri Chandler pe c'hoazh ar Masters At Work.

Evit an elektro hag an techno : Juan Atkins, Derrick May, Kevin Saunderson, Carl Craig, Richie Hawtin pe ar c'henstrollad Underground Resistance.

Ar rummadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ken niverus eo a rummadoù hag isrummadoù ma n'eur ket evit menegiñ anezho amañ. Ouzhpenn-se n'eus ket harzhoù resis etrezo. Koulskoude e c'haller komz eus :

Un nebeud darvoudoù liammet gant ar sonnerezh elektronek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Festivalioù sonerezh elektronek a vez kavet stank hiziv an deiz, en o zouez Detroit Electronic Music Festival, Sónar e Barcelona, al Love Parade e Berlin. An daou festival pennañ e Breizh eo Astropolis bep miz Eost e Brest, ha Scopitone bep miz Gwengolo e Naoned.