Elektronika

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An elektronika (saozneg : electronica) a zo unan eus rummadoù ar sonerezh elektronek.

Perzhioù[kemmañ]

Ar ger elektronika a zo bet implijet evit ar wech kentañ e-barzh titl un dastumad arzourien sonerezh tekno eus Detroit. Hiziv an deiz ez eo aet war ledanaat e implij. Elektronika a dalvez evit kement oberenn sonerezh elektronek diazezet war an arnodiñ. Lakaat da zañsal n’eo ket pal kentañ ar sonerezh-se.

Damheñvel ouzh an IDM (intelligent dance music) eo. Lusk an elektronika a zo gorrekoc’h evit hini an tekno. Koulskoude ez eo diazezet al lusk war ar beat, ar pezh a ziforc’h an elektronika diouzh an ambient. Keñveriet gant ar sonerezh tekno bihanañ (minimal techno) ez eo an elektronika ur seurt sonerezh arnodiñ da vat. Sellet da skouer ouzh an diforc’h etre tonioù Autechre (elektronika) ha re Richie Hawtin (tekno bihanañ). Alies e vez implijet ar ger evit rummata stummoù sonerezh elektronek ne c’haller ket rummata mod all.

Arzourien[kemmañ]