Kopenhagen
| København | |
|---|---|
| Bro | Danmark |
| Rannvro | Hovedstaden (rannvro) |
| Kod pellgomz | |
| Maer (Overborgmester) Amzer gefridi |
Frank Jensen (sokialour) 2009- |
| Gorread - Takad kêrel a-bezh |
88 km² 455.61 km² |
| Hed | 12° 34' R |
| Led | 55° 43' N |
| Uhelder | 1 m |
| Poblañs hep kontoù doubl - Takad kêrel a-bezh |
528 208 (2010) 1 181 239 |
| Stankter | 6 002/km² |
København ([købm̩ˈhawˀn], e daneg) pe Kopenhagen (hervez an alamaneg) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Danmark. Dont a ra anv danek ar gêr eus distummadur ur stumm koshoc’h Købmandshavn a dalveze "porzh ar varc’hadourien", dre ma oa ur porzh-mor lec’hiet brav e digor ar Mor Baltel, war aod reter enez Sjælland. Dont a ra an anv brezhonek eus ar stumm alamanek Kopenhagen, zo tremenet e meur a yezh eus kornôg Europa. E Kopenhagen emañ sez parlamant Danmark ha palez ar roueed. War-dro 1,8 milion a dud zo o chom e kêr ha tro-dro.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
Savet e voe Kopenhagen war-dro ar bloavezh 1000, gant Sweyn Iañ hag e vab Knut ar Bras. Ur geriadenn vras a besketaerien e voe betek kreiz an XIIvet kantved, pa zeuas da vezañ perc’hennet gant an eskob Absalon ha pa voe kreñvaet gantañ e 1167. Dre ma oa mat ar porzh e kreskas Kopenhagen evit dont da vezañ ur greizenn genwerzh a bouez. Taget e voe meur a wech gant Kevre an Hansa, dre ma oa c’hoantaet pinvidigezh ar porzh bras gant tud hanternoz Alamagn. E 1658-1659 e voe lakaet seziz war ar gêr gant Svediz Karl X. E 1801 e voe un emgann er porzh etre morlu Breizh-Veur, renet gant an Amiral Parker, ha morlu Danmark. E 1807 adarre e voe listri Breizh-Veur eno, o vombardañ Kopenhagen evit ma ne gouezhfe ket morlu Danmark etre daouarn Napoleon Iañ. Neuze e voe distrujet ul lodenn vat eus kêr ha kantadoù a dud a voe lazhet. E-pad an Eil brezel bed e voe aloubet Kopenhagen hag ar peurrest eus Danmark gant soudarded alaman, etre miz Ebrel 1940 ha miz Mae 1945.
Abaoe ar bloavezh 2000 eo liammet kêrioù Kopenhagen ha Malmö, e Sveden, gant ur pont-riboul (Pont Øresund), ma c’hell tremen trenioù ha kirri.
Endro [kemmañ]
E miz Kerzu 2009 e vo aozet un emvod etrevroadel war tommadur an hin gant Aozadur ar Broadoù Unanet.
Un nebeud tud vrudet genidik eus Kopenhagen [kemmañ]
Gevellerezh [kemmañ]
- Pariz,
Bro-C'hall - Reykjavik,
Island - Praha,
Tchekia (gevellerezh anofisiel) Daveoù a vank
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Bravat Kopenhagen lec’hienn evit an douristed
- skeudennoù eus Kopenhagen