Hans Christian Andersen
Eus Wikipedia
| Hans Christian Andersen | |
|---|---|
| Obererezh | barzhonegoù, romantoù, kontadennoù |
| Ganedigezh | 2 a viz Ebrel 1805 en Odense, Danmark |
| Marvidigezh | 4 a viz Eost 1875 e Kopenhagen |
| Yezh skrivañ | daneg |
|
|
|
| Sinadur | |
| kemmañ |
|
Hans Christian Andersen (distaget [ˈhanˀs ˈkʰʁæʂd̥jan ˈɑnɐsn̩] e daneg) (2 a viz Ebrel 1805 en Odense, Danmark - 4 a viz Eost 1875 e Rolighed, Frederiksberg) zo ur skrivagner danek, barzh ha romantour, brudet dre ar bed-holl gant ar c'hontadennoù en deus skrivet.
Goap outañ a voe graet pellamzer en e vro, ken e voe brudet e Bo-Saoz hag en Alamagn, a-raok bezañ anavezet evel skrivagner meur e Danmark. E Bro-Saoz e tarempredas Charles Dickens, en Alamagn e reas anaoudegezh gant Chamisso, hag e Bro-C'hall gant Heinrich Heine, Honoré de Balzac, Alphonse de Lamartine e ti Virginie Ancelot.
Un darnig eus kontadennoù Andersen [kemmañ]
- Keiserens nye Klæder - 'Dilhad nevez an Impalaer'
- Grantræet - 'Ar Saprenn'
- Den Lille Pige med Svovlstikkerne - 'Plac'hig an Alumetez'
- Den lille Havfrue - 'Ar Vorganezig Vihan' (troet gant Roparz Hemon, Plac’hig vihan ar mor, Gwalarn 12, 1928, skeudennaouet gant Loik)
- Nattergalen - 'An Eostig'
- Prindsessen paa Ærten - 'Ar Briñsez hag ar Bizenn'
- Sneedronningen - 'Rouanez an Erc'h'
- Den Standhaftige Tinsoldat - 'Ar Soudard plom feal'
- Tommelise - 'Bodlen'
- Den grimme Ælling - 'An Houadig Divalav'
- De vilde Svaner - 'An Elerc'h Gouez'