Niels Bohr

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Niels Bohr.

Niels Henrik David Bohr (7 a viz here 1885 18 a viz du 1962) a oa ur fizikour a vro Zanmark.


Ganet oa e København, mab da g/Kristen Bohr ha Ellen Adler, breur da Harald Bohr (matematikour brudet). Studiañ a reas e skol-veur Kopenhagen ha tapout a reas e ziplom doktor e 1911. Renet ' voe e labourioù e Manchester (Rouantelezh Unanet) gant Ernest Rutherford. O heuliañ teoriennoù Rutherford e embannas e 1913 ur patrom eus an atom. An deorienn-se a zoaree an atom 'vel un nukleus lec'h ma troe gwiskadoù elektronoù tro-dro, ar gwiskadoù pellañ o vezañ paotoc'h e elektronoù hag o reiñ e berzhioù kimiek d'an atom. Gouest eo an elektronoù da dremen eus ur gwiskad d'egile en ur skignañ ur foton. Teorienn Niels Bohr a ziazez ar mekanikerezh Kantik.

Anvet e voe Niels da gelenner e 1916 e skol-veur Kopenhagen hag e 1920 e teuas da vezañ rener "ensavadur ar fizik teorikel" nevez savet.

Roet e voe dezhañ priz Nobel ar fizik e 1922 evit e araokadennoù diwar-benn ar mekanikerezh kantik. Da heul e c'hounezas forzh a brizioù evit e enklaskoù.

E 1943 e tec'has kuit Bohr eus Bro Zanmark, ac'hublet d'ar mare-se gant an armeoù Alaman, etrezek ar Stadoù Unanet (o tremen dre Vro Sveden ha Londrez)). Labourat a reas neuze e Los Alamos war ar raktres "Manhattan" (evit sevel ur vombezenn nukleel).

Ur wech echu ar brezel e tistroas da Gopenhag hag e stourmas evit un implij peoc'hus eus an energiezh nukleel, dreist holl dre savidigezh labourva broadel Risø e 1956.

Mervel a reas e Kopenhag d'an 18 a viz du 1962. Evit reiñ enor dezhañ e voe anvet an elfenn gimiek nivenn 107 Bohrium.

Niels Bohr gant Albert Einstein.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.