Sjælland

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pelec'h emañ enez Sjælland

Sjælland (distaget [ˈɕɛˌlænˀ] e daneg ; anvet Seeland en alamaneg ha Zealand e saozneg) zo un enezenn eus Danmark. Enezenn vrasañ ar vro eo, gant ur gorread a 7 031 km², hag enezenn vrasañ ar Mor Baltel eo ivez. E deroù 2010 e oa annezet gant 2 164 217 a dud.

En enez Sjælland emañ kêr-benn Danmark, Kopenhagen, ha kêr-benn gozh ar vro, Roskilde. Stag eo ouzh ar peurrest eus Danmark war-bouez ur pont, hag abaoe 2000 ez eo liammet ivez ouzh Sveden gant Pont Öresund. Talvezout a ra anv an enezenn kement ha "lec'h ar reuniged" (Sæl-land).

E-keñver melestradur eo rannet enez Sjælland etre div rannvro, rannvro Hovedstaden ha rannvro Sjælland.