Sonerezh a-vremañ

Eus Wikipedia

An droienn sonerezh a-vremañ a vez implijet evit strollañ ar c'hrouidigezhioù a implij un ampladur-son, an tredan pe an elektronek evit skignañ ur sonerezh-pobl dre vras (hep ar sonerezh klasel).

E Bro-C'hall, an droienn Musiques actuelles pe c'hoazh Musiques actuelles amplifiées (MAA) a zo bet krouet gant an DRAC (Directions Régionales des Affaires Culturelles).

Abaoe 2017 e vez roet e Bro-C'hall al label Scène de musiques actuelles (pe SMAC) d'ar salioù pe d'an ensavadurioù a ra war-dro ar "sonerezh a-vremañ" : kan pop, jazz, rock, elektro, rap, tekno, hip-hop, world music pe c'hoazh sonerezh hengounel...