Sonerezh klasel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Sonerezh gouiziek Europa kompozet betek an 20vet c'hantved eo dre vras sonerezh klasel. Enebet e vez a-wechou, da skouer, ar stumm "barok" ha "klasel" pe "klaselezh" ha "modernelezh" en arzoù all. Met evit ar sonerezh, galvet e vez sonerezh klasel an holl stummoù (eus an hini barok betek an hini modern).

Koulskoude, galvet e vez sonerezh klasel:

  • sonerezh skrivet gant ur c'hompozer (ur sonaozer) a heul reolennoù akademikel,
  • sonerezh c'hoariet gant sonerion,
  • sonerezh en deus klevet gant selaouerion.

Forc'het e vez gant an termenadur-mañ sonerezh troadet (evel ar Jazz e-lec'h ma n'eus ket reolennoù anezhañ), sonerezh disanv pe sonerezh ar strolladoù (e-lec'h e vez kuzhet anv ar c'hompozer) ha sonerezh filmoù...

Rik-ha-rik e vez galvet sonerezh klasel, sonerezh kompozet eus 1750 da 1820. Gant an termenadur-mañ ez eus sonaozourien brudet evel Haydn, Mozart pe Beethoven.

7 rummad bras ez eus :

  • sonerezh an amzer grenn,
  • sonerezh an adc'hanedigezh,
  • sonerezh barok,
  • sonerezh klasel (klaselezh),
  • sonerezh romantel (romantelezh),
  • sonerezh modern (modernelezh),
  • sonerezh a-vremañ.

Sonerezh klasel ez eus ivez er broioù arabek pe indek.

Gwelet ivez[kemmañ]

Listenn ar sonaozourien