24 Eost
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 79 : dislonkadenn Menez-tan Vesuvio. Goloet eo kêrioù Pompeii, Herculaneum ha Stabiae gant al ludu.
- 410 : kregiñ a ra ar Wizigoted da breizhañ Roma.
- 1456 : peurvoullet eo Bibl Gutenberg.
- 1572 : e-pad an noz ez eus lazhet miliadoù a Brotestanted e Pariz.
- 1839 : embannadur kentañ ar Barzaz Breiz e Pariz.
- 1912 : dont a ra Alaska da vezañ unan eus stadoù ar Stadoù Unanet.
- 1991 : Ukraina a embann ez eo dizalc’h diouzh an Unaniezh Soviedel.
[kemmañ] Ganedigezhioù
Delwenn Benny Moré e Cienfuegos
- 1113 : Jafrez V, kont Anjev, lesanvet « Geoffroy le Juste » pe « Geoffroy Plantagenêt », diazezer tiernac'h ar Plantagenêts († 7 a viz Gwengolo 1151 e Chateau-du-Loir).
- 1393 : Arzhur III (dug Breizh) († 26 a viz Kerzu 1458 e Naoned).
- 1859 : Fañch al Lae, romantour brezhonek († 25 a viz Mae 1937 e Lokireg).
- 1899 : Jorge Luis Borges, skrivagner spagnolek eus Arc'hantina († 14 a viz Mezheven 1986 e Geneva (Suis)).
- 1916 : Léo Ferré, barzh ha kaner gall († 14 a viz Gouere 1993 e Castellina in Chianti (Italia)).
- 1919 : Maximiliano Bartolomé Moré Gutierrez, lesanvet Benny Moré, kaner-sonaozer kubanat († 19 a viz C'hwevrer 1963 e La Habana).
- 1922 : René Lévesque, kentañ ministr Kebek († 1añ a viz Du 1987 e Montreal).
- 1929 : Yasir Arafat (ياسر عرفات), politikour palestinat, prezidant Aozadur Dieubiñ Palestina, Priz Nobel ar Peoc'h e 1994 († 11 a viz Du 2004 e Clamart).
- 1947 : Paulo Coelho, skrivagner eus Brazil.
[kemmañ] Marvioù
- 79 : Plinius an Henañ, skrivagner latin (° 23 e Como ? (Italia)).
- 1832 : Nicolas Léonard Sadi Carnot, fizikour gall (° 1añ a viz Mezheven 1796 e Pariz).