20 Eost
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù[kemmañ]
- 1648 : Emgann Lens eo an hini diwezhañ eus ar Brezel Tregont Vloaz.
- 1897 : displeget eo treuzkas ar malaria gant ar skiantour breizhveuriat Ronald Ross.
- 1944 :
- kuitaat a ra Philippe Pétain Vichy da vont da vBro-Alamagn.
- mont a ra Charles de Gaulle tre Roazhon.
- 1949 : embannet eo Republik Pobl Hungaria.
- 1968 : kirri-arsailh sovietek e Praha (Tchekoslovakia d'ar mare-se).
- 1988 : echu eo Brezel Iran-Irak.
- 1991 : dizalc'hidigezh Estonia ha Latvia.
Sportoù[kemmañ]
- 2004 : Benoît Peschier, atletour gall, a ya da gampion olimpek ar slalom K1 en Aten.
Ganedigezhioù[kemmañ]
- 1625 : Thomas Corneille, gwiraour ha dramaour gall († 8 a viz Kerzu 1709 e Les Andelys (Eure a-vremañ)).
- 1860 : Raymond Poincaré, den-stad gall († 15 a viz Here 1934 e Pariz).
- 1890 : Howard Phillips Lovecraft, skrivagner amerikan ar skiant-faltazi hag ar spont e dachennoù († 15 a viz Meurzh 1937 e Providence (Rhode Island) (Stadoù Unanet)).
- 1909 : Olga Roubtsova, mestrc'hoarierez echedoù soviedat († 13 a viz Kerzu 1994 e Moskov).
- 1910 : Eero Saarinen, tisavour ha dizagner finat-amerikan († 1añ a viz Gwengolo 1961 en Ann Arbor (Stadoù Unanet)).
- 1938 : Jean-Loup Chrétien, ijinour breizhat aet da egoraer.
- 1941 : Roberto Primavera, mestrc'hoarier echedoù italian.
- 1946 : Yvon Gourmelon (Yann Gerven e anv-pluenn), skrivagner ha yezhoniour brezhonek (danevelloù, romantoù, notennoù yezh).
- 1960 : Dom Duff, kaner ha gitarour brezhonek.
Marvioù[kemmañ]
- 984 : Yann XIV (bet ganet Pietro Canepanova), 136vet pab (° ? e Pavia (Lombardia)).
- 1914 : Pi X (bet ganet Giuseppe Melchiorre Sarto), 257vet pab (° 2 a viz Mezheven 1835 e Riese (Aostria-Hungaria d'ar mare-se)).
- 1980 : Joe Dassin (Joseph Ira Dassin e anv gwir), kaner gallek ha kaner-sonaozer gall-amerikan (° 5 a viz Du 1938 e New York).
- 1995 : Hugo Pratt, treser bannoù-treset eus Italia, krouer Corto Maltese (° 15 a viz Mezheven 1927 e Rimini (Italia)).
Lidoù[kemmañ]
- Katoligiezh:
- Sant an deiz : Sant Filberzh.