Vichy

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Église Saint-Louis

Vichy (Vichèi en okitaneg) zo ur gêr e departamant an Allier e-kreiz Bro-C'hall. E 2006 e oa annezet gant 26 555 a dud.

Vichy, savet e-kichen ur roudouz ma c'halled treuziñ ar stêr Allier, a oa anavezet en amzer ar Romaned dija evel ul lec'h-kouronkañ, abalamour d'an eien tomm a oa eno. Brudet-bras e voe abalamour da se, betek an amzer vremañ. En XIXvet kantved e krogas da vezañ darempredet kalzik gant touristed. E-pad an Eil Brezel-bed e oa Vichy kêr-benn gouarnamant Pétain, a rae war-dro merañ al lodenn greisteiz eus Bro-C'hall na oa ket gouarnet gant an Alamaned.

Liammoù diavaez [kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.