29 Eost
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1526 : en Emgann Mohács eo trec’h an Durked renet gant Suleiman 1añ war roue Hungaria ha Bohemia.
- 1533 : an impalaer inka Atahualpa a zo lazhet gant ar Spagnoled.
- 1541 : aloubet eo Buda, kêr-benn Hungaria, gant an Durked.
- 1642 : aloubet eo Perpinyà (Perpignan) gant soudarded c’hall Loeiz XIII, goude ur seziz pevar miz.
- 1756 : deroù ar Brezel seizh vloaz en Europa.
- 1939 : tec'hel a ra Olier Mordrel ha Frañsez Debauvais war-zu Bro-Alamagn.
- 1942 : deroù Gouelioù ar Bleun Brug e Landreger.
- 1944 : deroù emsavadeg Slovakia a-enep an nazied.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1619 : Jean-Baptiste Colbert (1619-1683), politikour ha maodiern gall († 6 a viz Gwengolo 1683 e Pariz).
- 1632 : John Locke, prederour saoz († 28 a viz Here 1704 en Oates (Bro-Saoz)).
- 1780 : Jean Ingres, livour gall († 14 a viz Genver 1867 e Pariz).
- 1862 : Maurice Maeterlinck, skrivagner gallek eus Belgia, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh († 5 a viz Mae 1949 e Nisa).
- 1958 : Michael Jackson, kaner ha soner, "roue ar pop" Stadoù Unanet (25 a viz Even 2009 e Los Angeles (Stadoù Unanet)).
[kemmañ] Marvioù
- 1442 : Yann V (dug Breizh) (° 1389).
- 1533 : Atahualpa, Inka diwezhañ, drouklazhet gant Pizarro.
- 1799 : Pi VI (ganet Giovanni Angelico Braschi), 250vet Pab (° 25 a viz Kerzu 1717 e Cesena (Italia)).
- 1885 : Bernhard Horwitz, mestrc'hoarier echedoù alaman hag aozer studiadennoù echedoù (° 10 a viz Mae 1807 e Neustrelitz (Alamagn)).
- 1905 : Jean-Marie Déguignet, skrivagner eus Vreizh (° 19 a viz Gouere 1834 e Gwengad).
- 1923 : Georg Marco, mestrc'hoarier echedoù roumanat (° 29 a viz Du 1863 e Tchernivtsi (Aostria-Hungaria d'ar mare-se)).
- 1975 : Éamon de Valera, trede prezidant Republik Iwerzhon (° 14 a viz Here 1882 e New York).
- 2006 :
- Youenn Gwernig, kaner ha barzh brezhonek (° 5 a viz Here 1925 e Skaer).
- José Tonoli, mestrc'hoarier echedoù belgiat (° 30 a viz Ebrel 1931 en Oostende (Belgia).