Éamon de Valera

Eus Wikipedia

Éamon de Valera (New York 14 a viz Here 1882-Dulenn 29 a viz Eost 1975) a zo bet unan eus politikourien bennañ an XXvet kantved en Iwerzhon. Unan eus renerien ar brezel dieubiñ a-enep ar Saozon hag a zegasas an dieubidigezh d’al lodenn vrasañ eus ar vro eo bet, hag e penn an emsav republikan a-enep ar feur-emglev etre gouarnamant Londrez ha Stad Dieub Iwerzhon e-pad ar Brezel diabarzh. E penn ar gouarnamant eo bet ivez etre 1932 ha 1948, eus 1951 da 1954 hag eus 1957 da 1959, ha prezidant ar Republik eus 1959 da 1973.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.