1añ Eost
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 939 : ar Vretoned trec'h war an Normaned e Treant-Felger.
- 1291 : savidigezh Suis diwar emglev etre kantonioù Uri, Schwyz hag Unterwalden.
- 1492 : skarzhet eo ar Yuzevien kuit eus Spagn.
- 1635 : dont a ra Gwadloup da vezañ un drevadenn c’hall.
- 1716 : aet Pierre de Montesquiou d'Artagnan da bennkomandant Breizh.
- 1774 : dizoloet eo an oksigen gant ar gimiourien Carl Wilhelm ha Joseph Priestley.
- 1785 : loc'het kuit an div fourgadenn c'hall La Boussole ha L'Astrolabe diouzh porzh Brest, dindan gourc'hemenn Jean-François de La Pérouse.
- 1800 : gant Akta Unaniezh 1800 eo unanet Rouantelezh Breizh-Veur ha Rouantelezh Iwerzhon da vont d’ober Rouantelezh unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon.
- 1834 : berzet eo ar sklaverezh en Impalaeriezh Breizh-Veur.
- 1914 : disklêriet ar brezel etre Alamagn ha Rusia ha toket ar c'hloc'h-galv e Breizh a-bezh.
- 1944 :
- deroù Emsavadeg Varsovia a-enep an Nazied, e Polonia.
- niverenn diwezhañ ar gazetenn L'Ouest-Eclair.
- Entraven eo ar gumun gentañ eus Breizh a oa dieubet gant an Amerikaned.
- dieubet 33 brogarour diouzh prison Sant-Brieg gant strollad Max Le Bail.
- 1960 : dizalc’hiezh Dahomey (anvet Benin bremañ) diouzh Frañs.
- 1971 : Sonadeg evit Bangladesh aozet gant George Harrison ha Ravi Shankar e Madison Square Garden New York.
Sportoù [kemmañ]
- 1907 : loc'hañ a ra 13vet hag 2l diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Brest war-du Caen (Calvados).
- 1936 : digoradur an XIvet C'hoarioù Olimpek hañv e Berlin (Trede Reich d'ar mare-se).
- 1946 : aet ar maout gant Marcel Bernard da geñver Tournamant tennis Roland Garros.
- 1954 : aet Tro Bro-C'hall gant ar reder breizhat Louison Bobet.
- 1976 : klozadur ar XXIañ C'hoarioù Olimpek hañv e Montreal gant Lord Killanin, prezidant iwerzhonat ar Poellgor etrebroadel olimpek.
- 1980 : Thierry Rey, judoka gall, a ya da gampion olimpek e Moskov.
- 1996 : Marie-José Pérec, atletourez c'hall, a ya da gampionez olimpek an daou c'hant metrad en Atlanta (Stadoù Unanet).
- 2012 : Lucie Décosse, judoka c'hall, a ya da gampionez olimpek e Londrez (Bro-Saoz).
Ganedigezhioù [kemmañ]
- -10 : Glaoda Iañ, 4re Impalaer roman († 13 a viz Here 54 e Roma).
- 1665 : Toussaint François Rallier du Baty, maer Roazhon e-pad 39 bloaz († 25 a viz Meurzh 1734 e Roazhon).
- 1744 : Jean-Baptiste de Lamarck, bevoniour gall († 18 a viz Kerzu 1829 e Pariz).
- 1799 : Sophie Rostopchine, kontez Ségur, srivagnerez evit ar vugale († 9 a viz C'hwevrer 1874 e Pariz).
- 1819 : Herman Melville, barzh, romantour ha saver esaeoù amerikan († 28 a viz Gwengolo 1891 e New York).
- 1976 : Dieter Nisipeanu, mestrc'hoarier echedoù roumanat.
Marvioù [kemmañ]
- 1137 : Loeiz VI an tev, roue Bro-C'hall (° 1añ a viz Kerzu 1081 e Pariz).
- 1714 : Anne Stuart, rouanez Breizh-Veur (° 6 a viz C'hwevrer 1665 e Londrez).
- 1911 : Konrad Duden, yezhour ha geriadurour alamanek (° 3 a viz Genver 1829 e Wesel (Alamagn)).
- 1970 : Otto Heinrich Warburg, bevgimiour, fiziologour ha medisin alaman, Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh e 1931 (° 8 a viz Here 1883 e Freiburg im Breisgau (Alamagn)).
Lidoù [kemmañ]
- Devezh ar vro e Benin hag e Suis.
- er Relijion gatolik : Santez Madenn.