Bretoned
Eus Wikipedia
„Breizhadezed“, gant Vincent van Gogh, e 1888
Ar Vretoned, pe Breizhiz, eo anv ar bobl a zo o chom e Breizh.
Peurvuiañ e lavarer e teu ar Vretoned eus daou rumm tud:
- ar Gelted damromanekaet a oa en Arvorig goude an aloubadeg roman (Iañ kantved kent JK);
- ar Vrezhoned deuet eus Enez Vreizh adalek ar VIvet kantved , eus Kembre pe Kernev-Veur dreist-holl; int-i a vo diazez istorel Breizh goude ma ne vo ket peurvrezhonekaet ar vro gante.
Taolenn |
Anvioù ar Vretoned [kemmañ]
Britanni, Brit(t)ones [kemmañ]
- El levrioù De bello gallico gant Julius Caesar (Iañ kantved kent JK ) , ha De Vita Agricolae gant Tacitus (IIvet kantved kent JK), e vez graet gant an anv latin Britanni
- En Historia Brittonum, gant Nennius, e lenner Britones .
- Diwar Britones eo deuet ar gerioù Breton en galleg (hag en brezhoneg goude), Briton en saozneg, ha da gentañ-penn en troidigezhioù eus oberennoù Jafrez Menoe .
Brython/Brezhon [kemmañ]
- Brythoniaid en kembraeg, deuet eus ar ger Britones e latin, a vez lavaret eus Brezhoned kozh Enez Vreizh. Llydawyr a vez lavaret eus Bretoned Breizh.
- Brezhon n'eo ket gwall anavezet . Koulskoude eo anezhañ e teu ar ger brezhoneg.
Lec'hioù ha monumantoù a bouez [kemmañ]
Darvoudoù a bouez er XXIañ kantved [kemmañ]
- Ar Redadeg e 2008
- Tro Breizh
- Gouel ar brezhoneg
- Kib mell-droad Bro-C'hall gounezet gant Gwengamp e 2009