Ar Redadeg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Redadeg vihan e Gwengamp.
Ar Redadeg, hentad Kemperle-Brieg.
Ar Redadeg, hentad Kemperle-Brieg.
Ar Redadeg, hentad Kemperle-Brieg.

Ar Redadeg zo ur redadeg 600 kilometr, war droad, noz-deiz, eus Naoned da Garaez, dre Redon, Gwened, Henbont, Kemper, Plougastell, Lesneven, Montroulez, Lannuon ha Gwengamp, aozet gant Diwan en deizioù kentañ a Vae e 2008 evit lidañ he 30 vloaz.

Taolenn

[kemmañ] Aozadur

Aozet eo gant ar gevredigezh Ar Redadeg, diazezet e Morzhell, e Bro-Roazhon.

[kemmañ] Korrika

Savet eo war batrom Korrika Euskal Herria a zo bet krouet e 1980 hag a vez redet bremañ bep eil vloaz. Eno e vez redet war-dro 2 300 km dre an holl vroioù euskarek (Euskadi ha Nafarroa e Spagn, hag Iparralde e Bro-C'hall).

[kemmañ] Doare ar Redadeg

Ur redadeg a-eilek e oa, 9 km a veze redet e pep eurvezh. Pep kilometr a veze redet gant un den er penn a-raok o tougen ur vazh-test kizellet e koad, ha neb a gare war e lerc'h. Evit dougen ar vazh-test war-hed ur c'hilometr e oa ret paeañ 100 euro.
E kêrioù ha kêriadennoù e veze aozet un degemer d'an arvesterien ha d'ar rederien, predoù, sonadegoù.

[kemmañ] Ar vazh-test

Ar vazh-test a oa ur vazhig koad, ennañ ur barzhoneg a zo bet lennet e Karaez e dibenn ar redadeg. Arouez ar brezhoneg douget a zorn da zorn (hag "a di da di" hervez al lugan pennañ) eo.

Goude ar Redadeg, ur chekenn roet da Ziwan : a-gleiz, Jean-Michel Sanner (Ar Redadeg), a-zehou, Patrick Herve (Diwan)

[kemmañ] Hent ar redadeg 2008

Setu an tennadoù-hent a zo bet redet : - 1añ a viz Mae: Naoned-Kemperle - 2 a viz Mae: Kemperle-Lanneur - 3 a viz Mae: Lanmeur-Karaez

Loc’hañ a reas ar redadeg e Naoned d’ar Merc'her 30 a viz Ebrel, da walarn, da skeiñ war-du Gwened. Degouezhout a ray e Karaez d'ar Sadorn 3 a viz Mae, war-dro 16 eur 30, a-raok ar gouel aozet eno gant tud Diwan.
Kêrioù pennañ treuzet : Naoned, Kernitron-al-Lann, Blaen, Redon, Kistreberzh, Gwened, Sant-Teve, An Alre, Henbont, An Oriant, Kemperle, Banaleg, Rosporden, Kemper, Brieg, Kastellin, Daoulaz, Plougastell-Daoulaz, Ar Releg-Kerhuon, Gwipavaz, Plabenneg, Lesneven, Montroulez, Lannuon, Gwengamp, Plijidi, Karaez.

[kemmañ] Redek ha kanañ: tonioù ha sonioù

Kanaouennoù zo bet savet evit ar Redadeg , ha gallout a reer klevout anezho:

  • kempennet ez eus bet gant EV ur ganaouenn gozh, Redadeg, a c'haller selaou amañ: [[1]];
  • savet ez eus ur ganaouenn all gant Mark Kerrain, Redek a rin keit, a glever amañ: [[3]], hag a c'haller lenn amañ.


[kemmañ] Lennadurezh

[kemmañ] e brezhoneg

  • Al Lanv, niverenn 115, miz Ebrel 2008

[kemmañ] e galleg

  • « Langue bretonne. Prenez le relais de la Redadeg » e-barzh Le Télégramme de Brest an 3 a viz Meurzh 2008.
  • Émission de France 3 Bretagne consacrée à Ar Redadeg : France 3
  • "La course pour le breton partira de Nantes", dans Maville.com de Nantes du vendredi 14 mars 2008: [[4]]

[kemmañ] e katalaneg

[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Pennadoù kar

Pegell Redadeg 2010

[kemmañ] Liammoù

  • Lec'hienn ofisiel ar Redadeg: http://arredadeg.free.fr/
  • Videoioù ar redadeg 2012 war France3 Breizh : [6]
  • Adkavit videoioù ar redadeg war kaouenn.net: [7]
Banniel breizh bihan.png Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all