De bello gallico

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Un embannadur e 1793.

Commentarii de Bello Gallico, pe De Bello Gallico, pe Brezel Galia, zo ul levr istor a zo anezhañ seizh levrenn diwar zorn Julius Caesar. Savet eo diwar notennoù skrivet gantañ a-hed ar brezel ha dastumet war-dro 52-51 kent JK. Kontañ a ra ar jeneral dictator an oberoù-brezel kaset da benn gantañ, diwar an danevelloù savet gantañ, ha darnig gant e ofiserien uhelañ, da gas da Sened Roma (a daole evezh ouzh oberoù ar brokonsuled evel Caesar ) e-kerzh brezel Galia a c'hoarvezas eus 58 da 52 kent JK, ur brezel renet ha gounezet gantañ. Un eizhvet levr a voe savet diwezhatoc'h gant Aulus Hirtius diwar-benn an emgannoù diwezhañ e 51 kent Jk ha saviad Galia en 50 kent JK.

N'eus arvar ebet diwar-benn an oberenn, met ar goshañ skouerenn anavezet anezhi a zeu eus marevezh ar garolingidi, un 800 vloaz goude an darvoudoù; gant se eo unan eus koshañ skridoù an Henamzer klasel , war-bouez skridoù an Testamant nevez.

Danvez al levr [kemmañ]

Lennadurezh [kemmañ]

  • Luciano Canfora, Jules César, le dictateur démocrate, Flammarion, Paris, 2001 .
  • Matthias Gelzer, Caesar, der Politiker und Staatsmann, Wiesbaden, 1960.