Treveri

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pobloù hanternoz Galia er c’hentañ kantved kent JK
Harzoù Gallia ha Germania, war-dro ar bloavezh 70 goude JK

An d-Treveri pe Treviri (hervez al latin), pe Trevired[1] a oa ur bobl c’halian eus Gallia Belgica, diazezet e traoñienn ar stêr Moselle, en douaroù zo bremañ Luksembourg, gevred Belgia ha kornôg Alamagn. Augusta Treverorum (Trier hiziv) e oa o c’hêr bennañ, anvet diwarno, en amzer an Impalaeriezh roman.

Daoust ma oa keltiek o yezh[2][3], e lavarent, hervez Tacitus, e oant a orin german[4]. Diasur eur war ar poent-se ha n’emañ ket a-du an holl arbennigourien, met moarvat e oant diskennidi da C'hermaned keltiekaet, evel pobloù all e Gallia Belgica. Hervez sant Hieronimos e veze komzet ganto, er IVvet kantved, ur yezh keltiek kar da yezh Galated Azia Vihanañ.

Da vare Julius Caesar en em astenne o bro betek ar stêr Rhenus (Roen) en hanternoz. Reiñ a rejont skoazell da Caesar e deroù Brezel Galia, dindan ren Cingetorix, gant o marc'heien[5]. Met e -54 e savjont a-du gant emsavadeg enep-roman an Eburones, renet gant Ambiorix. Faezhet e voent gant an armeoù roman avat. Chom a rejont neptu goude-se e-pad emsavadeg Verkingetorix. Diwezhatoc’h, e 70, e kemerjont perzh en emsavadeg ar Vataved a-enep ar Romaned.

En IIIe kantved e voe taget o bro gant an Alemanned hag ar Franked. Diwezhatoc’h en em gavas o douaroù en Impalaeriezh c'halian.

Notennoù[kemmañ]

  1. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 23, p. 63
  2. Edith Mary Wightman, Roman Trier and the Treveri, Rupert Hart-Davis, Londrez, 1970, p. 19.
  3. Talvezout a rafe o anv kement ha « treizherien », hervez Pierre-Yves Lambert, La langue gauloise, p. 36, ha hervez Xavier Delamarre, Dictionnaire de la langue gauloise, p. 301
  4. Tacitus, Germania XXVIII
  5. Julius Caesar, De bello gallico, levrenn II, 24 ha levrenn V, 3

,