Diktatour

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stop hand.svg
Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur.
Kit da welet ar gaozeadenn.
Recycle002.svg
Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.

Un diktatour zo un den e penn ur vro, o ren anezhi e unan, pe hogozig.

Ar ger "dictator" - « an hini hag a gomz » hervez an etimologiezh - a veze implijet e Roma an Henamzer pa veze ur vagistraturenn dreist-ordinal, ma veze roet ar galloud a-bezh d'un den e-unan e-pad ur prantad.

Evit renerien-bro eus ar maread modern (goude ar bloavezhioù 1930) e vez implijet ar ger-se evit ober anv eus ar pezh vefe bet un "tirant" gwechall e-pad amzer ar roueed.

Dre vras e vez lâret eo rener ur vro un diktatour pa vez gantañ ar galloud a-bezh, implijet en ur mod otoriter-tre. Kalz diktatourien a gemer penn o bro goude ur putch (en Amerika ar C'hreisteiz alies) pe goude ur brezel sivil (Francisco Franco) ; lod all memestra a zo bet dilennet en-demokratel, hag a zo en em lakaet diktatourien diwezhatoc'h (Adolf Hitler da skwer).

E-penn rejimoù totaliter an XXvet kantved (Alamagn nazi, URSS...) zo bet diktatourien a-leizh.

Un nebeud diktatourien brudet[kemmañ]

Dilennet en-demokratel[kemmañ]

Renerion komunour[kemmañ]

Soudarded[kemmañ]

ha c'hoazh[kemmañ]