Pol Pot

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pol Pot - 1978

D'an 19 Mae 1928 e oa bet ganet Pol Pot (a zo Saloth Sar e anv gwir).

A-raok degouezhout e Pariz e voe desket er gelennadurezh boudhist. E Frañs e heulias ur stummadur war ijinerezh an tredan.

E 1953 e tistroas da Gambodja, da b-Phnom Penh, ma kelennas galleg.

Emezelañ e reas da Strollad Komunour Kambodja ha sekretour-meur e voe e 1962.

Gant sikour riez Sina e krogas da stourm e 1963.

D'ar 17 Ebrel 1975 ez eas tre gant e lu e Phnom Penh. E penn ar C'hampuchea demokratel e voe.

Skarzhañ a reas an dud eus ar c'hêrioù evit kas anezho war ar maez. Brezel a reas ouzh ar Viêt Nam ha rediet e voe da dec'hout kuit met ne zilezas ket ar stourm outo avat. 1 den diwar 5 a varvas er vro abalamour dezhañ.

E 1998 e voe lazhet pa oa disrann e diabarzh e gosteziad tud.