Kêr al loened

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel al loened: karn ha korn, arouez unaniezh al loened, diwar skouer ar morzhol hag ar falz, arouez ar vicheroourien hag ar gouerien unanaet gant ar gomunouriezh.

Kêr al loened, pe Animal Farm er yezh orin, zo ur romant gant George Orwell e 1945, lakaet e brezhoneg gant Erwan Hupel hag embannet e 2011.

[kemmañ] An istor

Kaoz zo eus un atant ma en em sav al loened da gemer ar galloud digant an dud. Ur fablenn eo hag ur flemmskrid diwar-benn an Dispac'h rus, hag un dagadenn ouzh ar stalinouriezh.


[kemmañ] Embannadurioù brezhonek

Troet e oa bet ar pennad kentañ gant Per Bourdellez e-barzh Al Liamm e 1972, hag ennañ ur ganaouenn a voe kanet gant Jef Philippe goude.
Adalek 2009 ez eus bet embannet pennadoù eus troidigezh Erwan Hupel e-barzh Al Liamm ivez, a-raok embannadur al levr gant An Alarc'h (ti-embann) e 2011.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all