Atant

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Atant e Belgia
Ti-feurm en Izevroioù, savet e 1872
Atant e Norge
Kalz atantoù zo aet da get, e Bro-Saoz amañ e Higher Hempshaw's, en Anglezarke.
Fazenda en Avaré, Brazil.
Fazenda ma vez gounezet kafe - Avaré.

Un atant (pe menaj, pe tiegezh) zo ul lec'h war ar maez ma vez labouret douar ha savet loened er parkeier.

Gerioù[kemmañ]

Kalz gerioù disheñvel zo e brezhoneg da envel un atant:

  • atant zo ur ger eus yezh leon,
  • menaj, e Treger, ha komz a reer eus menajerien
  • kêr, miridi, e Kerne-Uhel
  • tiegezh (diwar ar ger tieg) ,
  • koumanant, mereuri, feurm

Labour an atant e Breizh[kemmañ]

Hervez ar broioù e kemm ar pezh a vez gounezet en douar: ne vez ket gounezet orañjez, gwini na kafe e pep atant .

E Breizh gwechall e veze labouret an douar gant kezeg, gounezet ed en douaroù mat, segal pe ed-du en douaroù paour, legumaj war an aod, patatez e pevar c'horn ar vro, ha savet saout ha moc'h e pep atant. Ret e oa d'an atant magañ tud an atant da gentañ, ha gwerzhet e veze pezh a c'halled

Abaoe ar bloavezhioù 1960 ez eus kemm bras. En atantoù zo e saver saout evit gwerzhañ o laezh dreist-holl, e re all evit gwerzhañ o c'hig. Pa vez moc'h e vez gounezet maiz evit o magañ, pa ne oa ket er vro a-raok an Eil Brezel-bed.

Rannoù an atant[kemmañ]


Gwelout[kemmañ]