Patatez
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| A bep seurt gouennoù patatez | |||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Plant | ||||
| Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
| Kevrennad : | Magnoliopsida | ||||
| Urzhiad : | Solanales | ||||
| Kerentiad : | Solanaceae | ||||
| Genad : | Solanum | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Solanum tuberosum L., 1753 |
|||||
|
|||||
Ar patatez, pe avaloù-douar, a zo torzhelloù mat da zebriñ ar blantenn eus ar spesad Solanum tuberosum, eus kerentiad ar Solanaceae. Graet e vez gant an anv-se koulz evit ar blantenn ("plant patatez") hag evit he zorzhelloù a vez debret evel legumaj.
Bro orin ar patatez eo Amerika ar Su (aridennad an Andoù).
An anvioù [kemmañ]
E brezhoneg e vez lavaret koulz patatez hag avaloù-douar. An eil a vez kavet kentoc'h eus tu norzh ar vro hag egile er su, met kenvevañ a ra an daou anv e gwirionez[1]. Ar stumm pato (/pa'toˑ/) a vez klevet eus tu Kernev-Uhel.