Stalinouriezh

Eus Wikipedia
Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn
Stalinouriezh
ideologiezh politikel
Iskevrennad eusMarksouriezh-leninouriezh Kemmañ
Anvet diwarJozef Stalin Kemmañ
StadUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Deskrivet en URLhttp://www.treccani.it/enciclopedia/stalinismo_(Enciclopedia-delle-scienze-sociali)/ Kemmañ
Enebet ouzhanti-Stalinist left Kemmañ

Kentoc'h evit un ideologiezh politikel ez eo ar stalinouriezh an doare da lakaat e pleustr ar varksouriezh-leninouriezh bet diorroet gant Stalin d'ar mare ma oa e penn an Unaniezh Soviedel.

Abalamour da se e c'heller kompren neuze ez eo un termen a vez implijet dreist-holl gant ar re (komunourion pe get) n'emaint ket a-du gant ar varksouriezh-leninouriezh evit deskrivañ ar re a gred ne reas Stalin nemet chom feal d'al linenn bolitikel bet ijinet ha diorroet gant Marx ha Lenin. Un diforc'h a zo avat etre ar varksourion-leninourion a savas a-du gant politikerezh Mao Zedong diouzh un tu hag ar re a savas a-du gant hini Enver Hoxha goude an disparti politikel etre Republik Poblek Sina hag Albania hag a-wechoù e vez implijet an termen stalinourien evit ober dave d'an eil re.

Hervez ar stalinourion e oa Stalin gwir hêr Lenin hag e chomas feal d'al linenn bolitikel bet diorroet gantañ. Gant an drotskourion avat, a sav a-enep groñs d'ar stalinouriezh, e oa Trotski a hini a ranke degouezhout e penn ar Strollad Komunour goude marv Stalin. Enebiezh vras ez eus bet - hag ez eus c'hoazh - etre ar stalinourion hag an drotskourion diouzh un tu ha war-lerc'h etre ar stalinourion e-keñver an eurogomunouriezh hag an adwelouriezh.


E tezennoù pennañ ar stalinouriezh e kaver:

  • Ar sokialouriezh en ur vro nemetken. Da lâret eo e kred ar stalinourion ez eo posupl sevel ar sokialouriezh a vro da vro hep rankout gortoz ma vefe bet kaset da benn an dispac'h dre ar bed-holl. Ar c'hontrol-mik eo an dezenn-mañ diouzh tezenn an dispac'h diehan kelennet gant Trotski.
  • An dezenn hervezi e vez kreñvaet ar stourm etre ar renkadoù kevredel e-kerzh mare ar sokialouriezh. Da lâret eo eo ret kenderc'hel gant ur bolitikerezh disparc'hel keit ha m'emeur o sevel ar sokialouriezh en ur vro bennaket hag a-raok tizhout live ar gomunouriezh er bed-holl.

Kenderc'hel war al labour bet boulc'het gantañ gant Lenin a reas Stalin o ledanaat ha kreñvaat ar bolitikerezh kreizenniñ en Unaniezh Soviedel er bloavezhioù 1920 ha 1930. Lakaat a reas ivez e pleustr daou steuñv pempbloaziek ha a-drugarez dezhe ez eas armerzh ar vro war gresk un un doare buan-tre, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh an houarn hag ar glaou.

Dindan beli Stalin e ranker anzav e voe tapet ul live armerzhel ha skiantel kevatal da hini broioù diorroet Europa gant an Unaniezh Soviedel dindan 30 vloaz, o c'hoût e oa anezhi ur vro gladdalc'het penn-da-benn da vare an Dispac'h.

Da heul berzh an Dispac'h e Rusia, a-hed an XXvet kantved meur a hini dre ar bed a sellas war-du ar pezh a veze graet en Unaniezh Soviedel evit gwelet penaos e c'hellfe bezañ lakaat e pleustr ur sistem politikel hag armerzhel heñvel en o bro-i. Evel-se e oa bet savet muioc'h-mui a renad sokialour dre ar bed-holl diazezet war al leninouriezh da gentañ ha war ar stalinouriezh war-lerc'h.

Goude marv Stalin e 1953 e voe lakaet e penn ar Strollad Komunour Nikita C'hrouchtchov hag a grogas da nac'hañ linenn bolitikel Stalin, o burutellañ anezhañ ez-foran e XXvet Kendael ar Strollad bet dalc'het e 1956. Kregiñ a reas neuze da distalinikaat ar vro ha da gas da benn ur bolitikerezh dehour.

Dre ar bed a-bezh, neuze, an darn vrasañ eus ar strolladoù komunour bet feal da bolitikerezh Stalin a chomas feal ivez d'an Unaniezh Soviedel dindan beli C'hrouchtchov o vont war hent an eurogomunouriezh hag o leuskel war lerc'h diazezennoù ar varksouriezh-leninouriezh.

Republik Poblek Sina avat a savas a-nep da bolitikerezh adwelour o kenderc'hel da zifenn ar varksouriezh-leninouriezh hervez an doare ma oa bet diorroet ha lakaet e pleustr gant Stalin. Pa voe lakaet ar vaoouriezh da ideologiezh ofisiel Sina e lec'h ar varksouriezh-leninouriezh-rik e savas Enver Hoxha a-enep dezhañ. Ur renad stalinour-rik e oa hini Albania neuze.

Efedoù ar stalinouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • [1] Oberennoù Stalin
  • [2] Ul levr o tifenn Stalin gant Ludo Martens (e saozneg)