Jozef Stalin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
At-work.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.


Josif Visarionovitch Djougachvili ( იოსებ ბესარიონის ძე ჯუღაშვილი, Ioseb Besarionis dse Djouc'hachvili e georgeg ) (21 a viz Kerzu 1879 - 5 a viz Meurzh 1953) a oa anv gwirion Jozef Stalin (Иосиф Сталин), ur politikour ha diktatour soviedat, a orin georgiek. Diwar an anv rusek сталь (stal) a dalvez kement ha "dir" e teu e lesanv istorel.

Taolenn

[kemmañ] Bugeliezh ha stummadur

Job Stalin e 1894

Ganet eo bet e Gori e Jorjia, ha savet eo bet e yezh e vro. E dad a oa kereour, ha lonker, a zorne anezhañ gwashañ ma c'halle, ha ne felle ket dezhañ e raje studioù. E vamm avat a felle dezhi ober un eskob gantañ, a skoe gantañ ivez.
Mont a reas d'ar skol gant ar veleien, d'ar mare ma oa nevez deuet an urzh da ober skol e ruseg hepken, ha da gloerdi ortodoksel Tiflis ( Tbilisi hiziv), met ne voe ket beleget. Gloazet e voe e vrec'h en ur gwallzarvoud ha chom a reas mac'hagnet. Darbet e voe dezhañ mervel gant ar vrec'h, ha chom a reas merket e zremm.

Troet e oa da lenn ha d'en em gannañ. Abred e lennas levrioù Darwin, Hugo, Zola, ha Marx. Skrivañ a reas un nebeud barzhonegoù en e yezh, hag a voe embannet. Daremprediñ a rae dispac'herien en un tu, ha hailhevoded en tu all, ha gante ez eas da laerezh bank Tiflis.

[kemmañ] Ar gouestl en oberezhioù dispac'hel

Pa oa bet roet lamm d'ar tsar e-pad Dispac'h miz C'hwevrer 1917 e tistroas raktal eus e doull-bac'h e Sibiria evit mont e-touez pennoù uhel Strollad Komunour Rusia e Sankt Peterbourg. Goude marv Lenin e miz Genver 1924 ez eas da sekretour Strollad Komunour an URSS pa oa kevezerezh etre eñ ha Lev Trotski evit kemer lec'h tad an dispac'h komunour. E 1928 e voe skarzhet Trotski gantañ. Ar IVe Etrebroadel a vo krouet gant hemañ e 1938. E 1940 avat e vo drouklazhet gant Ramon Mercader, war urzh Stalin.

[kemmañ] An Trede etrebroadel

E miz Eost 1939 e savas un feur-emglev e Moskva, darn anezhañ chomet kuzh d'an ampoent, gant Adolf Hitler, penn faskour an Alamagn, evit klask bezañ prest evit ar brezel a rakwele etre an div riez c'halloudusañ en Europa. E 1941 e kavas e c'hoarveze re abred pa oa bet aloubet an URSS gant ar Wehrmacht. Neuze e cheñchas liv e brezegennoù dre ar radio pa lakaas ar pouez war difenn ar vammvro hag e tilezas lod eus an divizoù komunour rik. Evel-se e vroudas holl bobloù an Unaniezh soviedel da gaout ur spered kalonek evit stankañ ouzh an enebourien, ken kriz e vezent pa kemerent tiriadoù ar C'hornôg. Etre 1943 ha 1945 e roas harz lu an URSS d'ar Wehrmacht a gilas diwar neuze. Betek Berlin ez eas an Arme ruz. 20 milion a Soviediz a varvas e-pad an Eil brezel bed.

Chom a raio ar broioù bet treuzet gant an Arme ruz dindan beli an URSS goude Kendalc'h Yalta. Dindan evezh strizh Stalin e chomint, ar pezh a vo komprenet gant an holl goude taol Praha e 1948. E 1947 e voe krouet gantañ ar C'hominform, un Etrebroadel nevez a vo dindan ar SKUS (Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel). Displann e vo politikerezh Stalin en Azia avat : un degemer klouar d'an dispac'h e Sina, oberioù gant kalz a evezh e Korea.

E miz Meurzh 1953 e varvas, ha kalz a zaeloù a voe skuilhet dre ar bed [1] [2] [3] [4].


[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Dave ha notennoù

  1. [http://azeri.org/Azeri/az_latin/latin_articles/latin_text/latin_73/eng_73/73_stalin_cult.html Vagif Samadoghlu, Azerbaijan International]
  2. [http://jmguieu.canalblog.com/archives/2008/05/21/9258969.html «Mars 1953, on pleure le camarade Staline», France Culrure
  3. Robert Littell, pennad-kaoz gant La Lettrine
  4. Michel Winock, Les Français pleurent le petit père des peuples..., L'Histoire, miz C'hwevere 2003

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all