Franklin Delano Roosevelt
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
| Niv urzh | 32l Prezidant Stadoù-Unanet Amerika |
|---|---|
| Kefridi | 4 a viz Meurzh 1933 12 a viz Ebrel 1945 |
| Deiziad ha lec'h genel |
30 a viz Genver 1882 e Hyde Park, New York |
| Deiziad ha lec'h mervel |
12 a viz Ebrel 1945 e Warm Springs (Georgia) |
| Micher | Gwiraour |
| Strollad politikel | Demokrat |
| Besprezidant | John N. Garner (1933–1941) Henry A. Wallace (1941–1945) Harry S. Truman (1945) |
Roll ar vesprezidanted |
|
Franklin Delano Roosevelt (distaget /ˈroʊzəvɛlt/ pe /ˈroʊzəvəlt/ e saozneg), bet ganet d'an 30 a viz Genver 1882 e Hyde Park, e Stad New York, ha marvet d'an 12 a viz Ebrel 1945 e Warm Springs, e stad Georgia. An 32il prezidant eus ar Stadoù-Unanet e voe. Ar prezidant amerikan nemetañ e voe da vezañ dilennet 4 gwech da heul adalek 1932. Ne oa nemet o kregiñ gant e 4e frapad pa varvas diwar ur c'hleñved, un nebeud mizioù goude e zilennidigezh.
Buhez [kemmañ]
Yaouankiz [kemmañ]
Franklin Delano Roosevelt a oa bet ganet d'an 30 a viz genver 1882 e Hyde Park, ur gêriadenn e traoñienn an Hudson lec'hiet da 160 km e norzh New York. E dad, James Roosevelt Sr., embreger pinvidik, en devoa un hendad eus an Izelvroioù, Nicholas Roosevelt, staliet en Amsterdam Nevez, hag en doe, e-touez e ziskennidi, Theodore Roosevelt, ur prezidant amerikan all. Franklin Delano a zimezas gant e nizez Eleanor. E vamm, Sara Ann Delano, he doa kentadoù eus Bro-C'hall hag eus Luksembourg. He zad-kozh, Warren Delano Jr., hag en doa graet berzh vat e kenwerzh an Opium gant China, hag a oa un diskennad da Philippe de La Noye (1602-1681).
|
|||||||
|
1789 : Washington |
1841 : Tyler |
1877 : Hayes |
1913 : Wilson |
1969 : Nixon |
|||