Abraham Lincoln

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Abraham Lincoln, 16vet prezidant ar Stadoù Unanet, poltred gant Alexander Gardner

Abraham Lincoln (12 a viz C'hwevrer 180915 a viz Ebrel 1865), lesanvet a-wechoù Abe Lincoln e saozneg, a voe 16vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika (etre 1861 ha 1865). Eñ an hini a oa prezidant da vare Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika ha dibenn ar sklaverezh er vro. Muntret e voe e 1865, pa ne oa nemet 56 vloaz.

Deroù e vuhez[kemmañ]

Ganet e voe Abraham Lincoln e 1809 e Hardin County, e Kentucky. Mab e oa da Thomas Lincoln ha Nancy Hanks. Pa oa seizh vloaz ez eas ar familh da vevañ da Indiana, ha goude se da Illinois e 1830.

Moarvat ne dremenas ket Abraham Lincoln ouzhpenn 18 miz er skol, met anezhañ e-unan en em lakaas da lenn kalzik. Kontañ a reer e oa gouest d’ober meur a gilometr war droad evit mont da amprestañ levrioù, dre ma oa re baour e dud evit prenañ anezho. Bloaz war-lerc’h erruout en Indiana, pa ne felle ket dezhañ labourat an douar evel e dad, ez eas kuit war ur vag war ar stêr Mississippi, betek New Orleans, ha Yann e vil vicher e voe goude se. Da 23 bloaz e voe dilennet e Bodadeg Illinois. Pa ne rae ket kalz a verzh en e vicherioù e krogas da studiañ ar gwir, en ur lenn levrioù, ha dont a reas da vezañ alvokad e 1837, e Springfield, en Illinois. Dilennet e voe peder gwech e Bodadeg Illinois, hag eno e reas e brezegenn gentañ a-enep ar sklaverezh e 1837. E 1841 e timezas gant Mary Todd, merc’h da blanterien binvidik. Pevar mab o devoe : Robert Todd Lincoln, Edward Baker Lincoln, William Wallace Lincoln ha Thomas "Tad" Lincoln. An tri diwezhañ a varvas pa ne oant nemet bugale vihan met Robert a vevas betek 1926.

Prezidant ar Stadoù Unanet[kemmañ]

E 1846 e voe dilennet Abraham Lincoln da Di an Dileuridi (House of Representatives). Komz a reas ennañ a-enep ar brezel gant Mec'hiko hag e 1848 e roas harp da Zachary Taylor a oa o klask mont da brezidant ar Stadoù Unanet.. E dibenn e respet dileuriad ez eas Lincoln da Springfield en-dro, da labourat evel alvokad. Un tamm brud a dapas en e vicher.

Distreiñ a reas war an dachenn bolitikel e 1854, goude ul lezenn anvet Kansas-Nebraska Act, a groue Kansas ha Nebraska hag a roe aotre d’ar blanterien er broioù nevez-se da implijout sklaved, pa ne oa ket sklaved enno a-raok. Harp a roas Lincoln da grouiñ ar Strollad Republikan a oa enebet ouzh astenn ar sklaverezh e tiriadoù nevez. E 1858 e voe un heuliad divizoù entanet etre Stephen A. Douglas, ur Senedour eus Illinois eus ar Strollad Demokratel ha Lincoln, ha dre ma oa dilennet Douglas er Sened e c’hounezas Lincoln brud er Stadoù Unanet a-bezh.

An engroez o tegemer Abraham Lincoln aet da Brezidant e Washington d’ar 4 a viz Meurzh 1861

Dibabet e voe Abraham Lincoln da vont war ar renk en anv ar Strollad Republikan e 1860 ha d’ar 6 a viz Du e voe dilennet da 16vet prezidant Stadoù Unanet Amerika, gant trec’hiñ Douglas a oa war ar renk en anv an Demokrated, ha daou zen all, John Cabell Breckinridge ha John Bell. Dre ma oa brudet Lincoln dija da vezañ enebet ouzh ar sklaverezh, o doa gourdrouzet tud stadoù ar c’hreisteiz en em zistagfe ar stadoù-se diouzh an Unaniezh ma’z afe ar maout gantañ. Ha setu ar pezh a c’hoarvezas : d’an 20 a viz Kerzu 1860 e tisklêrias stad South Carolina en em zistage diouzh an Unaniezh. Heuliet e voe he skouer gant stadoù all eus ar c’hreisteiz e mizioù kentañ 1861 hag embannet e voe ganto e savent ur vro nevez anvet « Stadoù Kengevreet Amerika » (Confederate States of America) .

Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika[kemmañ]

Nac’h a reas Lincoln anavezout ar vro nevez-se, evel ma reas ivez an hini a oa prezidant c’hoazh, James Buchanan . Ur pennad goude ma oa aet ar prezidant Lincoln en e garg, e voe tennet war soudarded eus an Unaniezh a oa e Fort Sumter gant soudarded ar C’hengevread, d’an 12 a viz Ebrel 1861. Digor e oa ar brezel etre an Unaniezh hag ar C’hengevread, etre an Norzh hag ar Su, a reer anezhañ Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.

E 1862 e voe embannet gant Lincoln ul lezenn da reiñ o frankiz da sklaved an dud a-du gant emsavadeg ar C’hengevread (Emancipation Proclamation). E-pad ur pennad, o welet nag a dud o doa kollet o buhez e-mesk arme an Norzh renet gant ar jeneral Ulysses S. Grant, lazhet gant soudarded Robert E. Lee, jeneral arme ar Su, e oa brud fall gant Lincoln. Kavout a rae dezhañ e vije bet koll er vouezhiadeg a oa da vezañ e 1864. Dre chañs evitañ ez eas ar maout gant arme an Norzh, meur a wech, er mizioù a-raok ar votadeg, evel en Emgann Gettysburg da skouer, e miz Gouere 1863. Ur pennadig goude an emgann-se e tistagas Lincoln e brezegenn vrudetañ, anvet Prezegenn Gettysburg, da-geñver ul lid er vered ma oa beziet ar soudarded lazhet eno. Trec’h e voe Abraham Lincoln er vouezhiadeg da vont da brezidant e-pad pevar bloavezh all.

D’an 9 a viz Ebrel 1865 e kodianas Robert E. Lee hag e arme goude Emgann Appomattox Court House e Virginia. Echu e oa ar brezel-diabarzh ha gallout a rae Lincoln kregiñ da soñjal e doareoù da adunvaniñ ar vroad goude an emgannoù.

Muntret[kemmañ]

Abraham Lincoln muntret gant an aktour John Wilkes Booth.

D’ar 14 a viz Ebrel 1865 ez eas Lincoln hag e wreg da welet ur pezh-c’hoari anvet Our American Cousins er Ford's Theatre, e Washington. Dont a reas John Wilkes Booth, un aktour a oa a-du gant ar C’hengevread hag a-enep dieubidigezh ar sklaved, a-dreñv dezhañ ha tennañ ur boled en e benn. Mervel a reas Lincoln un nebeud eurvezhioù diwezhatoc’h. Kaset e voe e gorf en-dro da Illinois en un tren ispisial, ha miliadoù a dud a voe war an hent o sellet ouzh an tren-se. Beziet e voe Lincoln e Springfield. Eñ eo ar prezidant kentañ zo bet drouklazhet er Stadoù Unanet.


Levrlennadur[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.


En e raok:
James Buchanan
Prezidant Stadoù-Unanet Amerika
4 a viz Meurzh 1861 – 15 a viz Ebrel 1865
War e lerc'h:
Andrew Johnson



Flag of the United States.svg Kronologiezh Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789
(gwelet ivez : Istor - Stadoù-Unanet Amerika - Ti Gwenn)
Great Seal of the United States (obverse).svg

1789 : Washington
1797 : J. Adams
1801 : Jefferson
1809 : Madison
1817 : Monroe
1825 : J. Q. Adams
1829 : Jackson
1837 : Van Buren
1841 : W. H. Harrison

1841 : Tyler
1845 : Polk
1849 : Taylor
1850 : Fillmore
1853 : Pierce
1857 : Buchanan
1861 : Lincoln
1865 : A. Johnson
1869 : Grant

1877 : Hayes
1881 : Garfield
1881 : Arthur
1885 : Cleveland
1889 : B. Harrison
1893 : Cleveland
1897 : McKinley
1901 : T. Roosevelt
1909 : Taft

1913 : Wilson
1921 : Harding
1923 : Coolidge
1929 : Hoover
1933 : F. D. Roosevelt
1945 : Truman
1953 : Eisenhower
1961 : Kennedy
1963 : L. B. Johnson

1969 : Nixon
1974 : Ford
1977 : Carter
1981 : Reagan
1989 : G. H. W. Bush
1993 : Clinton
2001 : G. W. Bush
2009 : Obama