Strollad Republikan (Stadoù-Unanet)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Arouez ar Strollad Republikan eo an olifant.

Ar Strollad Republikan (Republican Party), anvet ivez GPO (evit Grand Old Party, Strollad meur kozh), a zo unan eus an daou strollad politikel brasañ a zo e Stadoù-Unanet Amerika. Eus ar gostezenn "mirour" eo ar strollad-mañ. E arouez eo an olifant hag e liv ar ruz.

Diazez ar voterien[kemmañ]

2004prescountymap2.PNG

Ar gartenn-mañ a ziskouez, kontelezh ha kontelezh, disoc'hoù ar votadeg evit ar prezidant e 2004. Gwelet a reer mat eo ruz (republikan) an darn vrasañ eus ar gartenn. Kement-se a ziskouez eo diazezet ar vot republikan war ar maez dreist-holl, pa'z eo glas (demokrat) ar c'hêrioù bras. N'eo ket gwir avat evit Bro-Saoz Nevez hag aod ar Meurvor Habask, ar "Black Belt" — e-lec'h ma'z eus kalz a Afroamerikaned o chom –, al lec'hioù ma'z eus kalz a Amerindianed o vevañ, hag al lec'hioù eus ar mervent gant tud a orin eus Amerika Latin.

Ar brezidanted republikan[kemmañ]

Gwelet ivez ar pennad Prezidant Stadoù-Unanet Amerika


Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.