Brezel ar Pleg-mor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Eil Brezel ar Pleg-mor (Brezel Iran-Irak a vez graet eus Kentañ Brezel ar Pleg-Mor), graet anezhañ Brezel Koweit ingal, a zo ur brezel a enebas Irak ouzh ur c'hengevredad 34 Stad, harpet gant Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU), etre 1990 ha 1991. Dieubidigezh Koweit a zegasas trec'h rakwelus ar c'hengevredad. Aloubadeg anezhi gant arme Irak a voe pennkaoz d'ar brezel.

E zreistbeli dre aer a implijas ar c'hengevredad evit dismantrañ kemplezh greanterezh-brezel Irak. War-lerc'h e voe peurzistrujet armeoù Irak gant un dagadeg-douar verr a-ziwar Arabia Saoudat. Kiriek e voe tennoù kamaraded d'ur c'hard eus kolloù armeoù ar c'hengrevedad. Neoazh e voent dister e-keñver ar pezh a oa bet raktreset.

Oberiadenn Desert Storm


Abegoù ar stourm[kemmañ]

Gwanet abalamour d'ar brezel a-enep da Iran he deus Irak un dle a-bouez e-keñver amezeion arab dezhi zo, Koweit peurgetket. Darempredoù eus ar re washañ he doa gant ar vro-se abaoe he c'hrouidigezh e 1961 peogwir e stank lodenn vrasañ ar pleg-mor Pers a zo un digoradur evit an eoul-maen irakat. Seul vui ma veze diskennet priz an eoul-maen gant produerezh uhel an eoul-maen Koweit. Tamallet e oa Koweit ivez gant Saddam Husain da chom hep doujañ d'he feurbarzhioù, ar pezh a denne da izelaat ar prizioù, ha da gemer eoul-maen en ur park war ar vevenn.

E 1961 e c'hwitas taol-arnod kentañ ar jeneral Kassem a-drugarez da oberiadenn an arme vreizhveuriat. Abaoe eo deuet ar vro da vout ur galloud bras a-drugarez de eoul-maen. Evit Saddam Husain, he deus e vro un dle diavaez dreistmentek, eo Koweit ur moaien da adkavout levezon ha mammenn gounidoù.

D'ar 25 a viz Gouere 1990 e kej Saddam Husain gant kannadour amerikan e Bagdad, April Glaspie. Hounnezh, a oar mat-tre eo kempennet un aloubadeg (« gwiriet hon eus ho peus tolpet bagadoù war an harz »), a lavar dezhañ « ne ra an Amerikaned forzh eus dizemglevioù etre div vro arab ». D'an 30 a viz Gouere eo aozet un emvod a hanterouriezh : tro wenn a ra.


Dibunadur[kemmañ]

Soudarded vreizhveuriat, d'ar 6 a viz C'hwevrer 1991
4 aerargaser F-111 e-kerz ergerzh-brezel dre aer 1991.
Armeoù Ejipt, Siria, Oman, Koweit ha Frañs d'an 8 a viz Meurzh 1991 goude an trec'h.
Skeudenn dismantr an arme irakat a-hed an Highway of Death.

Tu zo merzout pevar frantad :

  • Aloubadeg Koweit gant Irak adalek an 2 a viz Eost 1990 ;
  • Pourchasoù-brezel ar gevredidi e-kerzh diskar-amzer 1990 (oberiadenn Desert Shield, Skoed an Nezerzh) ;
  • Ar brezel e-unan (oberiadenn Desert Storm, Korventenn an Nezerzh), e tri lodenn :
    • prientiñ aerel (mizioù Genver ha C'hwevrer 1991)
    • argadenn ar 100 eurvezh (dibenn miz C'hwevrer 1991) (emgann war Highway of Death)
    • moc'herezh puñsoù-tireoul gant ar soudarded irakat (25-27 a viz C'hwevrer 1991)
  • Goude ar brezel : nevez-amzer 1991, lazhadeg ar Gurded hag ar Chiited a oa bet broudet d'en em sevel a-enep da Saddam Husain.


Niver a vrezelekaerien[kemmañ]

    • 530 000 den
    • 2600 karr-arsailh T-72, T-62, T-55
    • 1500 pezh-kanol
    • 1700 karr houarnwisket
    • 240 aerargaser


  • Arme ar c'hengevredad : 938 545 den
    • Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet : 315 000 den, 80 lestr-brezel, 6 douger-nijerezed, 2 lestr-ospital, listri-spluj, 1350 nijerez, 1500 biñsaskell, 1000 karr-arsailh, 2000 karr houarnwisket, 1800 pezh-kanol
    • Banniel Arabia Saoudat Arabia Saoudat : 118 000 den, 21 lestr-brezel, 145 nijerez, 550 karr-arsailh, 1840 karr houarnwisket, 500 pezh-kanol
    • Banniel Turkia Turkia : 100 000 den (evezerezh an harz, n'o deus ket kemeret perzh en emagannoù)
    • Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh Unanet : 43 000 den, skoazellet gant 78 nijerez, 80 biñsaskell, 23 lestr-brezel, 180 karr-arsailh, 300 karr houarnwisket ha 76 pezh-kanol
    • Egipt Egipt : 35 600 den
    • Banniel an Emirelezhioù Arab Unanet Emirelezhioù Arab Unanet (EAU) : 40 000 den, 15 lestr-brezel, 80 nijerez et 200 karr houarnwisket
    • Banniel Oman Oman : 25 500 den, mui 4 lestr-brezel, 63 nijerez et 50 karr-arsailh
    • Banniel Siria Siria : 20 800 den, 300 karr houarnwisket
    • Frañs Frañs : 19 000 den, 15 lestr, 60 nijerez, 120 biñsaskell, 40 karr-arsailh , 100 karr-arsailh skañv, 600 karr houarnwisket, 18 pezh-kanol (oberiadenn Daguet)
    • Koweit Koweit : 22 000 den, 15 nijerez et 34 biñsaskell
    • Banniel Pakistan Pakistan : 10 000 den
    • Banniel Bahrein Bahrein : 7 400 den
    • Banniel Bangladesh Bangladesh : 6 000 den
    • Banniel Kanada Kanada : 2700
    • Flag of Italy.svg Italia : 1 950 den, 5 lestr, 22 nijerez
    • Maroko Maroko : 1 200 den (mui 5 000 e Abû Dhabî)
    • Nijeria Nigeria : 1 500 den
    • Banniel Arc'hantina Arc'hantina : 900 den, 2 lestr
    • Banniel Aostralia Aostralia : 600 den, 3 lestr
    • Banniel Spagn Spagn : 500 den, 7 lestr
    • Senegal Senegal : 495 den (92 anezho e krach ur C-130 an arme saoudat)
    • Banniel Belgia Belgia : 400 den, 5 lestr, 12 nijerez ha pourvezioù-brezel evit ar gevredidi (N'he deus ket kemeret perzh en oberadennoù en Irak, 12 F-16 evit difenn Turkia)
    • Izelvroioù Izelvroioù : 400 den, 3 lestr
    • Gres Gres : 200 den, 1 lestr
    • Banniel Sierra Leone Sierra Leone : 200 den
    • Honduras Honduras : 150 den
    • Banniel Danmark Danmark : 1 lestr
    • Banniel Norvegia Norvegia : 1 lestr
    • Portugal Portugal : 1 lestr
    • Polonia Polonia : 1 ospital an armeoù, 130 den ennañ, 2 lestr-ospital
    • Banniel Roumania Roumania : 1 ospital an armeoù, 360 den ennañ, 1 c'hreizenn digontammiñ kimiek gant 160 den
    • Banniel Sveden Sveden : 1 ospital an armeoù, 525 den ennañ
    • Flag of Czechoslovakia.svg Tchekoslovakia : 1 c'hreizenn stourm enepkimiek gant de 300 den, ha gwardet gant 37 soudard
    • Banniel Singapour Singapour : 35 mezeg-brezel


Efedoù[kemmañ]

kolloù[kemmañ]

Prizonidi-vrezel irakat e dibenn ar brezel.

kolloù-brezel Irak[kemmañ]

  • 100 000 den marv hervez ar c'hengevredad, 20 000 den marv ha 60 000 den gloazet hervez Irak, etre 3000 ha 5000 den marv hag etre 8000 et 15000 den gloazet hervez mailhed zo. 86 000 prizonad-brezel (2500 anezho gloazet).
  • 139 nijerez (mui 114 repuet en Iran), 8 biñsaskell, 74 bag, 2 089 karr-arsailh, 856 karr-treuzdougen, 2 140 pezh-kanol.

Kolloù-brezel ar gevredidi[kemmañ]

En holl, 240 den marv ha 776 den gloazet e-kerz an emgannoù. D'ar re-se eo ret ouzhpennañ 138 soudard lazhet ha 2978 gloazet e gwallzarvoudoù zo. Mod-all, 41 soudard a zo bet tapet gant an Irakiz.

  • Stadoù-Unanet : 148 den marv, 458 dne gloazet, 60 nijerez, 15 biñsaskell, 18 karr-arsailh M1 Abrams, 20 VCI M2/M3 Bradley (17 anezho distrujet gant tennoù-kamarad), pezhioù-kanol ha daou lestr (USS Tripoli hag USS Princeton) bet distrujet gant minoù.
  • Rouantelezh-Unanet : 6 den-marv, 6 den gloazet, 7 nijerez.
  • Arabia Saoudat : 18 den marv, 20 den gloazet, 2 nijerez.
  • Arabed all : 13 den marv, 43 den gloazet.
  • Frañs : 3 den marv, 27 den gloazet, 2 nijerez
  • Italia : 1 nijerez
  • Senegal : 8 den gloazet

Kolloù nannsoudard[kemmañ]

  • Irak : sifr ofisiel ebet. Eus 50 000 da 130 000 den marv, 30 000 anezho e-kerz emsavadeg 1991 war-lerc'h an harz-tennadeg.
  • Koweit : 1082 zen marv e-kerz ar brezel, 625 den diank, 400 den lazhet gant ar minoù e 1991, miliadoù a dud c'hloazet.
  • Jordania : 14 den marv, 26 den gloazet (blenierien kirri-samm war hent Amman-Bagdad)
  • Israel : 2 zen marv ha 304 den gloazet gant fuc'helloù scud irakat
  • Arabia Saoudat : 2 zen marv, 76 den gloazet

N'eus ket bet c'hoazh studioù a-zivout implij uranium paouraet hag e efedoù war ar soudarded hag ar boblañs.


Koust ar brezel[kemmañ]

Nijerezioù ar c'hengevredad o nijal a-us da buñsioù-tireoul war-lerc'h "Korventenn an Nezerzh"

Divent eo bet koust armerzhel, dispignoù-brezel hag efedoù ekologel ar brezel-se, a zo bet berr-tre koulskoude.