Jozef (Testamant Nevez)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sant Jozef hag ar Mabig Jezuz, gant Guido Reni. War-dro 1635

Jozef Nazaret, pe Jozeb, pe Sant Jozef, eo priedar Werc'hez Vari en Aviel, ha tad-mager Jezuz.

N'eo ket ken brudet hag e wreg, met kavout a reer un delwenn pe ur gwitrail anezhañ en holl ilizoù Breizh. Kalvez e oa eñ eus e vicher.

En Aviel[kemmañ]

Sant[kemmañ]

Enoret e vez evel "patron al labourerion" hag an "tadoù a familh".

Gant an dud digristen e vez graet "patron an doganed" anezhañ ivez.

E miz Meurzh an hini eo e vez pedet Sant Jozef, abalamour d'e ouel a zo d'an 19.

Skridoù brezhonek[kemmañ]

An deoliezh anezhañ a zo bet harpet gant un nebeud embannennoù brezhonek:

  • 1910 Miz Sant Jojeb, gant an Aotrou Gouron, person Gregam, 272 p.
  • 1868 Buez ha vertuziou sant Jozef, gant an Aotrou Kerlan, person Pouldreuzig (eil embannadur), 394 p.

Anv-lec'h[kemmañ]

  • Meur a skol gatolik zo bet anvet Skol Sant Jozef, hini Lannuon zo brudet gant al levr Pikoù, mab e dad.

Bokedoù[kemmañ]

Skeudennoù[kemmañ]