Fidel Castro

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Fidel Castro, d'ar 26 Gwengolo 2003.

Fidel Alejandro Castro Ruz zo ganet d'an 13 Eost 1926 e reter Enez Kuba. E dad a oa ur perc'henn douar deuet eus Galiza, e vamm ur vatezh. Bastard e oa , ha droug a viro ouzh e dad. Skoliataet e voe e ti Jezuisted Santiago de Cuba. Pa oa studier e La Habana e reas war-dro ar politikerezh hag e voe klask warnañ gant ar polis. Dimeziñ a eure d'un nizez d'ar prezidant-diktatour Batista a oa harpet gant SUA.

Klask a reas ober un taol -brezel ha kemer kazarn La Moncada e Santiago gant ur bagad tud armet, met kazeg a reas, ha lazhet e voe kalz eus e vignoned. Gant skoazezll e wreg ha hini an eskob ne voe ket kondaonet re griz, ha pa voe laosket da vont ez eas da Vec'hiko da brientiñ un taol all.

Kemer a reas ar galloud e Kuba goude an dispac'h graet e 1958-1959 evit reiñ lamm da Fulgencio Batista

Al Lider Maximo a vez graet anezhañ. War-zu ar c'homunism en deus kaset an dispac'h gant Ernesto Guevara (lesanvet an "Che") hag e vreur Raul Castro,da heul "enkadenn ar misilioù" er bloavezhioù 60.

Kentañ Ministr Republik Kuba e oa bet etre 1959 ha 1976 hag adalek an 2 Kerzu 1976 e oa aet da brezidant ar C'huzul-Stad ha prezidant Kuzul ar Vinistred. Kentañ sekretour Strollad komunour Kuba eo abaoe ma oa bet krouet e 1965.

D'an 31 Gouere 2006 e lezas e c'halloud gant e vreur abalamour ma oa aet fall e yec'hed.

Liammoù diavez[kemmañ]

Fidel Castro e 1959.