The Hunger Games (film)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
The Hunger Games
Filmdata
Titl orin : The Hunger Games
Bro produiñ : SUA
Deuet er-maez : 2012
Yezh orin : saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 142 munutenn
Skigner : Lionsgate
Boujedenn : $ 78 000 000
Korvoder gros : $ 384 339 165
Pare
Filmaozer : Gary Ross
Skrivagner : Gary Ross
Suzanne Collins
Billy Ray
Sonerezh : James Newton Howard, T-Bone Burnett
Rener al luc'hskeudenniñ : Tom Stern
Frammer : Stephen Mirrione, Juliette Welfling
Aktourien

Jennifer Lawrence
Josh Hutcherson
Liam Hemsworth
Woody Harrelson
Elizabeth Banks
Lenny Kravitz
Stanley Tucci
Donald Sutherland

Liammoù diavaez

The Hunger Games a zo ur film skiant-faltazi amerikan sevenet gant Gary Ross. E 2012 eo deuet er-maez. Diazezet eo war ar romant The Hunger Games skrivet gant Suzanne Collins.

Senario[kemmañ]

Jennifer Lawrence eo a c'hoari perzh Katniss er film

Katniss Everdeen, ur grennardez 16 vloaz anezhi, a zo o chom e SUA an dazont, deuet da vezañ Panem. Goude ur pennad bec'h ha distruj ez eus bet savet ur gouarnamant Capitol e anv. Gwask a zo lakaet war 12 distrig Panem gant ar gouarnamant-se. Goude emsav tud an 13vet distrig hag a zo bet distrujet penn-da-benn ez eus bet krouet c'hoarioù skinwel, Hunger Games o anv. E pep distrig e tibaber ur paotr hag ur plac'h hag a gemero perzh er c'hoari. Ar 24 c'hrennard dibabet a rank en em gannañ, hag er fin ne chom nemet unan anezho. Da-geñver ar 74vet Hunger Games ez eo Primrose (12 vloaz), ha hi c'hoar vihan Katniss, hag a zo dibabet en 12vet distrig. Katniss a gemer he flas evit ma chomfe bev he c'hoar vihan.


Sonerezh[kemmañ]

Ur bladenn he zitl Songs from District 12 & Beyond a zo, hag ivez sonerezh savet gant T. Bone Burnett ha James Newton Howard hag a glever er film. An ton Rue's Lullaby a zo kanet gant Jennifer Lawrence.

  1. Safe & Sound (feat. The Civil Wars) – Taylor Swift
  2. Eyes Wide OpenTaylor Swift
  3. Abraham’s DaughterArcade Fire
  4. The Ruler & The KillerKid Cudi
  5. Run Daddy Run (feat. Pistol Annies) – Miranda Lambert
  6. Kingdom ComeThe Civil Wars
  7. One EngineThe Decemberists
  8. Take The HeartlandGlen Hansard
  9. Lover Is ChildlikeThe Low Anthem
  10. Dark DaysPunch Brothers
  11. Tomorrow Will Be KinderThe Secret Sisters
  12. Just a GameBirdy
  13. Oh Come & SingElla Mae Bowen
  14. RulesJayme Dee
  15. Reaping DayCarolina Chocolate Drops
  16. Give Me Something I’ll RememberNeko Case
  17. VideoSafe & Sound (Bonus Video) – Taylor Swift

Filmañ[kemmañ]

  • Meneget eo anv ar sevener Steven Soderbergh e-touez izili ar skipailh filmañ, evel rener an eil skipailh.

Degemer[kemmañ]

Dre vras eo bet degemeret mat The Hunger Games gant ar vurutellerien. Er broioù saoznek eo bet dielfennet an traoù gant skipailh Rotten Tomatoes gant an disoc'h 86% a alioù mat, diwar 214 evezhiadenn hag ur geidenn a 7.3/10[1]. Gant al lec'hienn Metacritic ez eo 68/100 an disoc'h, diwar 43 evezhiadenn[2]. Degemeret mat eo bet ivez er C'hwec'hkorn : gant Allociné e kaver an notenn 3.6/5 diwar 16 evezhiadenn[3]. 3.9/5 eo an notenn roet gant an arvesterien[4].

Box-office[kemmañ]

Berzh en deus graet ar film : $ 384 339 165 er bed a-bezh ($ 269 339 165 e SUA hag e Kanada)[5].

E SUA e voe dastumet $ 152,5 milion a c'hounid goude dibenn-sizhun kentañ ar skignañ. Evel-se e teuas da vezañ an trede film a voe graet ar muiañ a c'hounid gantañ e SUA[6]. Dindan 10 devezh e oa bet dastumet $ 250 milion a c'hounid[7] [8].

Heuliad[kemmañ]

A-benn miz Du 2013 e teuio er-maez an eil film, en holl e vo pevar anezho[9].

Notennoù[kemmañ]