V for Vendetta

Eus Wikipedia

V for Vendetta zo ur rummad bannoù-treset savet etre 1989 ha 1990. Skrivet eo bet ar senario gant Alan Moore hag an tresadennoù gant David Lloyd (ha Tony Weare en deus skeudennaouet ul lodenn eus ar pennadoù Valérie, Vakañsoù ha Vincent). Lakaet eo bet e galleg gant Jacques Collin. Lakaet eo bet da film, gant an hevelep titl, e 2006.

An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1980 e tarzh ur brezel bed nevez ; Europa, Afrika hag ar Stadoù-Unanet zo pulluc'het gant bombezennoù atomek. N'eo ket tizhet Breizh-Veur gant ar bombezadegoù met eilpennet gant ar reuz, an dizurzhioù hag an dour-beuz degaset gant ar c'hemmoù en hinad. Goude an apokalips, ur strollad faskour a gemer ar galloud er gevredigezh saoz hag e klask sevel ar vro en-dro diouzh e soñj goude bezañ kaset da benn un naetadur etnek, politikel ha sokial didruez.

E 1997, dres d'ar mare ma soñj da bennoù ar strollad faskour ez int mestr war ar vro, e krog un anarkour da stourm evit diskar holl arouezioù ar galloud. An anarkour-se a laka ober V anezhañ en deus ur maskl eus Guy Fawkes, an ezel brudetañ eus "Irienn ar poultr". E-pad e daol-kur kentañ (lakaat kambroù ar parlamant da darzhañ) e savete Evey, ur plac'h yaouank 16 vloaz hag a oa e riskl da vezañ gwallet ha lazhet gant mevelien ar galloud evit bezañ gwerzhet he c'horf.

Temoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alies e teu en-dro temoù an enepfaskouriezh, an enebiezh ouzh an energiezh nukleel, spi ur gevredigezh peurvat, an anarkouriezh, abeg a vez kavet er gevredigezh. Diskouezet e vez ar gwikefreoù aotrouniek, an diwallerezh dre gamera, embregadenn ar mediaoù, beli ar Stad, sentidigezh ar geodediz, ar fed ma vez gwerzhet tud zo, distruj an dud hag ar ouiziegezh, embregadenn ar gouarnamantoù a-drugarez d'an aon.

Levrennoù e galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • levrenn 1 : Visages (1989)
  • levrenn 2 : Vérités (1989)
  • levrenn 3 : La Valse du vice (1989)
  • levrenn 4 : Valérie (1989)
  • levrenn 5 : Voyages (1989)
  • levrenn 6 : Victoria (1990)

Embannerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]