Leonid Brejnev
Eus Wikipedia
Un aktour politikel soviedel eo Leonid Ilitch Brejnev (Kerzu 1906 - Meurzh 1982) ; sekretour hollek Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel, ha neuze kentañ komandour an URSS 1964 betek 1982 eo bet. Prezidant eus Præsidium ar Soviet meur (fonksion enorus er stad) e voe ivez etre 1960-1964 ha 1977-1982.
E veli, lodennet e penn kentañ, a vo kreñfaet tamm ha tamm e penn ar Strollad Komunour hag ar Stad; en e vleuñv e vo e-pad ar bloavezhioù 1970, a-raok ma kleñvedoù hag ar c'hozni na harzfe outañ diouzh ar galloud politikel (ar galloud-se a tremeno da izili an nomenklatura).