Kim Jong-un

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kim Jong-un (Koreaneg: |김|정|은; Hanja: 金|正|恩; LFE: [kim dʑʌŋ ɯn]), pe Kim Jong-eun, ganet e 1983 pe penn kentañ 1984, eo trede ha diwezhañ mab ar penn norzhkorean Kim Jong-il hag he fried Ko Young-hee. Deuet eo da vezañ rener nevez Korea an Norzh d'an 19 a viz Kerzu 2011, war-lerc'h marv e dad. Anvet eo bet da b"Pennrener meur" ar vro, d'an 28 a viz Kerzu 2011. Graet e vez anezhañ Pennrener meur ar strollad, an arme hag ar bobl. Anvet eo bet da brezidant "Kengor an Difenn Broadel", pennañ aozadur ar renad, e miz Ebrel 2012, ha kentañ sekretour Strollad al Labour, strollad nemetañ ar vro er memes mare.