Koreaneg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Urzh ar gerioù :

Koreaneg
(한국어 조선말 Hangugeo Chosŏnmal)
sur
Perzhioù
Komzet e : Korea, biz Sina
Rannved : Azia
Komzet gant : 78.000.000
Renkadur : 12
Familh-yezh : Yezh digenvez
  • Koreaneg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Korea ar Su
Korea an Norzh,
Prefeti Emren Yanbian e Sina
Akademiezh : Gungnip-gugeowon (국립국어원)[1]
Korea an Norzh: Sahoe Kwahagwŏn Ŏhak Yŏnguso (사회 과학원 어학 연구소)
SOV
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 kor
ISO 639-2 kor
ISO 639-3
Kod SIL KOR
Deuit da welet ivez Yezh.

Ar c'horeaneg a zo yezh ofisiel Korea an Norzh hag ar Su. Unan eus an div yezh ofisiel eus Prefeti Emren Yanbian e Sina eo ivez. Bez ez eus ivez kummunezhioù a goreanegerien e Rusia, Japan, Aostralia, Kanadaha Brazil. Krediñ a reer e vez komzet tro pe dro gant war-dro 80 milion a dud er bed a bezh.

N'eo ket sklaer da be familh e perc'henn ar c'horeaneg. Yezhonourien'zo a laka anezhañ er familh Yezhoù altaek tra ma kred reoù arall ez eo digenvez. Ur Yezh daspegel eo hag evel japaneg ha vietnameg en-deus amprested kalz gerioù digant ar sinaeg

[kemmañ] Anv

Meur ag anv a ro ar goreanegerien d'o yezh hervez al lec'h m'emaint o chom.

  • E Korea an Norzh hag e Yanbian e Sina e vez anvet Chosŏnmal (조선말; Hanja :朝鮮말), pe, en un doare ofisieloc'h Chosŏnŏ (조선어; 朝鮮語).
  • E Korea ar Su e vez anvet alies Hangungmal (한국말; 韓國말), pe, en un doare ofisieloc'h Hangugeo (한국어; 韓國語) pe Gugeo (국어; 國語; yezh vroadel). Anvet e vez wechoù'zo Urimal ("hor yezh"; 우리말 e Korea ar Su, 우리 말 e Korea an Norzh).
  • Ar goreanegerien o vevañ war tachenad ar pezh a oa an Unaniezh Soviedel (Koryo-saram) a anv o yezh Goryeomal (고려말; 高麗말). Disheñvel eo homañ diouzh ar c'horeaneg reizh avat hag evel ur yezh distag e vez gwelet alies.

[kemmañ] Rummouriezh

Disklaer eo rummouriezh ar c'horeaneg hag, evel ma n'eus teorienn ebet asantet outi gant an holl glaskourien e vez alies livet evel ur yezh digenvez.

Abaoe embannadur ur pennad gant Ramstedt e 1926 e kred un darn vras eus ar yezhourien e perc'henn d'ar yezhoù altaek pe emañ tost ouzh ar rak-altaeg.

Krediñ a reer ivez en-deus ar c'horeaneg ul liamm gant ar japaneg en-deus an hevelep frammadur yezhadurel eveltañ. Un nebeud a glaskourien o-deus lakaet an div yezh er familh altaek tra ma kred reoù arall eo liammet ar japaneg ouzh ar yezhoù Buyeo komzet gwechell e rouantelezhioù kozh Goguryeo ha Baekje. Ar japaneg hag ar baekjeg o-deus an hevelep frammadur fonetikel ha un nebeud eus o gerioù a zo heñvel. Bez ez oa liammoù sevenadurel anat etre Japan ha Baekje ha pa voe distrujet ar rouantelezh gant Silla e tec'has he noblañs da Japan. Hervez klaskourien arall, avat, n'o-deus ket an div yezh liamm genel ebet met un darn eus an hevelep sprachbund e oant.

Krediñ a reer e tiskenn ar c'horeaneg eus yezh Samhan ha Silla. N'ouzer ket hag e voent kar eus ar yezhoù Buyeo daoust ma kred kalz klaskourien goreanat e c'helle o c'homzerien kompren an eil egile. E orin e voent eus ar pezh a zlefe mont d'ar c'horeaneg krenn (ar yezh komzet a-raok ar brezel a seizh bloaz ha d'ar c'horeaneg a-vremañ. Gant rannyezh Jeju e oa bet miret perzhioù hen o stumm.


[kemmañ] Rannyezhoù

Restr:Koreandialects.PNG
Rannyezhoù ar c'horeaneg

Meur a rannyezh en-deus ar c'horeaneg (anvet mal , bang-eon, pe saturi e Koreaneg). War rannyezh Seoul eo diazezet yezh ofisiel ar su tra ma eo hini an norzh diazezet war rannyezh Pyongyang.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all