Herman Melville
| Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù. |
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Herman Melville (1añ a viz Eost 1819-28 a viz Gwengolo 1891) a zo bet ur romantour, saver arnodskridoù ha barzh amerikan, gwelet evel unan eus ar skrivagnerien amerikan pennañ. Brudet e oa e-doug kentañ lodenn e vuhez lennegel, met disoñjet e oa bet e anv en diwezh ha goude e varv. E benn-oberenn, Moby Dick, a zo bet "addiskoachet" e penn (?) an XXvet kantved.
[kemmañ] Buhez
Ganet e oa bet Herman Melville e kêr New-York ha desavet e voe eno ivez. Ur beajour e oa e dad, ur c'henwerzher etrebroadel hag alies e klevas digantañ danevelloù e droiadoù leun a wagennoù divent, a venezioù uhel-tre, a wernioù krommet gant an avel, a vorioù rust hag a zeskrivadurioù porzhioù evel re An Havr Nevez pe Liverpool.
Pa oa 12 vloaz e varvas e dad goude graet freuz-stal hag e tleas ar familh (8 breur ha c'hoar en-doa Herman Melville) mont da chom da gêriadenn Lansingburg, pelloc'h, war ribl ar stêr Hudson. Aze e rankas ar c'hrennard gounit e vara koulz ha mont da skol Albany, kêrbenn Riez New York. Evel un Yannig e vil vicher e teuas da vezañ tro ha tro mevel war ar maez, implijad en un ti-bank, martolod war ul lestr-karg ha skolaer. E 1841 e oa degemeret evit bezañ martolod war al lestr-balumeta Acushnet. E 1842 e kuitaas al lestr en Inizi Marquesas hag goude ur prantad hir ez eas da Dahiti hag d'an inizi Hawaii.
Eno en em ouestlas er morlu amerikan, met goude bezañ distroet d'ar Stadoù-Unanet e oe divartolodet (Here 1843). E 1847 e timezas Melville ha goude ur veaj en Europa en em stalias e kêr Pittsfield, Massachusetts, e skeud menezioù ar Bershires. Eno e kavas un awen evit kregiñ gant ur mell oberenn, Moby Dick, ur romant hag a zo kaoz ennañ eus ar balumeta p'en-doa graet anezhi, 10 vloaz en a-raok. Siwazh ne reas ket berzh al levr, nag an eil, nag an trede kennebeut.
Istimet gwelloc'h e voe e danevelloù embannet a dammoù er c'helaouennoù. Implij a rae e skiant-prenet e bourzh al listri hag e tiskoueze en e skridoù listri o verdeiñ da vare Brezel Dieubidigezh Amerika pe a-hed ar Mississippi, pe etrezek an Inizi Galapagos.
Da vezañ kendalc'het
