Jean-Baptiste de Lamarck

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Jean-Baptiste de Lamarck

Jean-Baptiste de Lamarck a zo ur skiantour gall (1744-1829)

Buhez[kemmañ]

Yann-Bastian Monet, marc’heg Lamarck zo ur viologour eus ar re kentañ o vezañ klasket displegañ ar pezh a c’helle gouellet en e endro naturel. ( 1744-1829).

Studioù a raio e ti ar Jesuited etre 1755 hag 1759. Ur soudard e vo goude e studi hag e kavo ar plas a varc’heg « Lamarck », rediet e vo da guitad an arme e 1765 rak ur gwalzarvoud, labourat araio evit ur c’hont hag da c’houde e studio ar skiantoù naturell hag ar mezegerez hag al Louzawouriezh. E 1778 ar voulerez rouedel a embano e Flor gall, el levr se e vo posubl d’an holl anavezou ar plant. A drugarez d’al levr se e vo anavezer hag gant sikour Georges-Loeiz Leclerc, e vo posubl dezañ klask ur plas en akademiezh skiantel. Goude e 1783 e vo roet arg wir da vezañ emeziad ar skiantoù. E 1790 e vo spisaet e labourioù war al Louzawouriezh, dre se tro hanterkant vloaz e vo roet dezañ ur plas a kelenner istor naturell war an amprevaned et liorzhoù ar roue. Kemer a raio perzh gant Lakanal da zreistkemmañ liorzh ar roue en ur seurt mirdi war ar skiant-istorel. Kelenner war ar zoologiezh nannmeilkeineg a raio, ijin a raio ar ger „biologiezh“ da anavez ar boudoù bev, krouiñ a raio ivez paleontologiezh ar nannmelkeineged. E pad meur a bloavez e vo e sevel renkadur ar boudoù divelgein. Div oberenn a ra ‘mañ lesanvet tad an treuzkemm, pe emsaver ar Lamarckism : prederopuriezh zoologiez e (1809) hag Istor an natur hag al loened e (1815-1822). Hag a vo ar c’hentañ da sevel ar meteorologiezh, paleontologiezh an diforc’h a raio gant an nann melkeineget hag ar melkeineged hag an transformisme. An amzer hag an darvoudou a gemer ur perzh brazh war an an organeg, setu e sav ezomou, boazioù hag a lak o varegezhiou da startaat ha do liesaat. An organoù hag o galoudegezh a gemm e kerzh ar rummadoù. Asantiñ a raio gwellet un henvelder etre ar spesadou fosill hag a re bev c’hoaz. Burutellat a raio teorien Georges Cuvier war ar gwalreuzegezh ha de dro e vo taget gantañ. A bouez e vo evitañ tremen ar gwalreuzegezh hag kompren doreou ar grouidigezh, da gemm ha da wellat ar spesadoù. Bez e vo peder gwech Dont a raio da vezañ dall, ar paour kaez, e fin e vuhez e vo en e mirdi oadet a 85 bloaz hag e varvo, d’un doare tristidig a walc’h e 1829. Lamarck a ro ur plas dreist d’an natur hag d’he arnodiñ : Dont a raio da vezañ dall ar paour kaez Lamarck e fin e vuhez hag e varvo, d’un doare tristidig a walc’h e 1829


E venozhioù a ziwar benn an emdroadur: an emdreiñ[kemmañ]

Evitañ emañ bepred an dud o kemm derc'h, bremañ, arc'hoas , ne baouezont ket d’en ober hag e teuont a benn da dizout ur varegezh en ur pleustriñ en o endro. A zrugarez d’o emdro e vez tu d’ar spesad gounid baregezhioù war tachennoù anavezet mat ganto rak int rediet d’e reizañ. An endro a ro ar perzh nemetiñ da vezañ efedus war kement boud. Ar chenchamantoù degouezet war ur genad a zo displeget gantañ ervezh ur plastikellez eus ar fenotipenn. Lamarck a glasko displegañ an doare ma c’hoarvezh kement degouez neve en ur spesad. Neuze evitañ emañ an holl boudoù o difretiñ en ho endro hag o tont da vezañ barekorc’h barekañ, en ur gouenañ e vo roet ar perzhioù mad d’ar remziad bugel hag evel se a setu tout. Ur seurt heuliadenn emañ an emdroadur a genad da c’henad, em ledanaat a ra kement organ setu penaos e espleg kement emdroadur: herelez ar perzhioù gounezet zo kaoz eus ur chenchamant merzhus war mareoù goude. Harped e po e deorien gant kement loen bev vel an amprevaned hag ivez gant ar fosiled hag a veze kavet en e jardin, mirdi an istor naturem. Ur skouer vat eus afrika a zeu gantañ da Ziskouel e venozh pennañ: ar jirafen. Ur gouzoug hir zo gantiñ da wellet ha da vezazañ gwellet a bell, met dreist holl da dapout an delioù mat evitiñ. Kavout a reont o pred er gwez uhellañ a zrugarez do gouzoug, hag displegañ ra e hirder gant nerzh ar metoù, al lerc'h ma vez o bevañ(endro). Bevañ a rae war douaroù e metoù tomm hep un disterig geotenn. Setu eo bet rediet ar jirafen da dapout an delioù hag a oa uhellorc'h eget ar baourentez war al leur. En ur vezañ rediet da sevel e gouzoug, hag en ur astenn anezañ e vefe deuet ar jirafen barek war an doare se da lonkañ arc'hlas. Goude en ur gouennañ e vefe bet roet kement madellez da zreist bevañ d'ar remziad goude hag e vefe c'hoarvezet neuze er memes mod evitiñ, un hiraadenig eus ar gouzoug en ur astenn e gouzoug muillorc'h c'hoas eget e dad kozh. Un eil skouer eus e venoz a dreuzfurmidigez zo, an naer. Ar fed da vezañ moan hag hir zo an doare m'eo bet boazet da ruzañ war al leur ha d'en em guzat er geot hir. Evelse e tispleg Lamack e deorienn en ur lavar e c'hoarvez kement emdroadur gant ur fonksion lineel, pep tra a zeu diwar redi an endro en un doare reoliek. (eus 1 e za da 2 hag eus 2 ez a da 3;4;5...). Lamarck o vezañ eur naturalour eus an XVIII vet kantved hag unan euz ar re kentañ o vezañ klasket displegañ penaos e c'hoarve an emdrein a zo kouezet barzh ur pech. Displegañ a rae ar chenchamantoù merzhus degouezet war ar spesad e kerz an amzer gant un nerzh graet warni: an endro o vezañ o kemer ar perzh se da rediañ ar spesad da chench evit kaout danvez ennañ d'he enebiñ. Faos emañ an doare mañ da zisplegañ e c'hoarveze an emdroadur er spesadoù gant ar perzhioù roet gant ur genad d'ar remziad goude. N'eo ket peogwir e vo troc'het ur brec'h klei din ne c'hello ket ma vugale kaout unan ivez. Gant lezennoù Mendel bet dizoloet en XIX vet kantved e c'heller lavar eo dibosubl rak e ront an displegadenn eus an dore ma c'hoarvez an herlez. Holl doarennoù ar gerent herezet ganeomp zo tremenet dre un pe veur a sekans TDN.

Ar pezh poulek a c'heller tenañ eus Lamarck a zo bet eo posubl d'ur spesad gonid baregezhioù sevenadurel pe skiant prenet hag da c'houde treuzkas ar c'helaouadennoù se d'ar rummad goude.Un tres sevenadurel o vezañ ur wiziegezh, ur greden, ur vitoloiezh, un hengoun, ur ganaouen pe ur sekred kegin vez kaset dre ar c'hopiañ. Ur skouer vat a ziskouez ar menoz Lamarckian da genver an treuzkas sevenadurel. Daoù taol arnodig gant div seurt razed a c'hell e brouiñ. Reiñ a reer avaloù-pin da razed bihan eus ur vamm barek d'he zigeriñ, met disavet eo ar razed gant ur vamm n'eo ket arbeniket d'en ober. Stadet e vo ne c'hello ket an div raz vihan o tigeriñ ha dr se o devo naon. Bremañ e vo graet ar c'hontroll. Roet e vo avaloù-pin d'ar razhed bugel gant orin ur vamm divarek war ar seurt tachenn, met disavet an taol mañ gant ur vamm gouest. An disorc'h a lako ar razed gant ur vamm a orin divarek, da gellet digeriñ an aval pin ha da zebriñ anezhi. Klozañ a c'heller e klask ar razed vihan ober vel o mammoù hag e teskont an doareoù bevañ gante ha neus netra da wellet gant ar genetek.

Liammoù diavez[kemmañ]