Jirafenn
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
G. c. angolensis
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Artiodactyla | ||||
| Isurzhiad : | Ruminantia | ||||
| Kerentiad : | Giraffidae | ||||
| Genad : | Giraffa | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Giraffa camelopardalis Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Ar jirafenn (Giraffa camelopardalis) zo ur bronneg daskirier a vev en Afrika issahara. Emañ ar jirafenned er c'herentiad Giraffidae, asambles gant an okapied.
Kavet e vez jirafenned eus kreisteiz ar Sahara betek Transvaal (Suafrika). Aet int da get el lodenn vrasañ eus kornôg Afrika, estreget en Niger. Bevañ a reont en un endro sec'h, en takadoù gant gwez kasia.
Deskrivadur [kemmañ]
Ar bronneg brasañ eo war an Douar hiziv an deiz. Ar par a c'hell bezañ betek 5.7 metr bras : 3.3 m ouzh an draen hag ur gouzoug 2.4 m. Ar barez zo 1 metr bihanoc'h well-wazh. Etre 1 ha 2 donenn a bouez zo enne. Ar jirafenn nevez c'hanet zo 2 m ouzh an draen ha war-dro 50 kg.
Marelladur ar vlevenn zo liesseurt ha cheñch a ra gant pep isspesad. Servijout a ra d'al loen da guzhat en endroioù disheñvel. Evel an darn vrasañ eus ar bronneged ez eus 7 mell ar gouzoug er jirafenn. Fin ha hir eo he lost, ur guchennad vlev du en e benn. Ober a ra gantañ evit skarzhañ kuit ar c'helien hag amprevaned all. Kerniel zo gant ar par koulz ha gant ar barez : re ar barez zo ur guchennad vlev en o beg ; re ar par zo moal rak kollet e vez ar bouchad blev en emgannoù.
Isspesadoù [kemmañ]
Meur a isspesad zo, disheñvelaet dre o ziriad ha dre liv ha stumm marelloù o blevenn.