Daskirier
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Artiodactyla | ||||
| Isurzhiad : | Ruminantia | ||||
|
|||||
Un daskirier (ger all : taskaneer) a zo unan eus al loened a goazh ar boued en div bazenn, da gentañ en ul lonkañ anezhañ don dres ha goude ur frapad amzer en ur dilonkañ an danvez hanter koazhet evit e chaokat, ar pezh a vez anvet an daskiriadur.
E touezh an daskirierien e kaver :
- Bronneged an isurzhiad Ruminantia :
- Tragulidae
- Moschidae
- Cervidae (ar c'hirvi, an demmed...)
- Giraffidae (ar jirafenned, an okapied)
- Antilocapridae
- Bovidae (ar saout, ar givri, an deñved, ar bizoned, an antiloped, ar bualed, ar yaked...)
- Un nebeud bronneged all :
- Camelidae (ar c'hañvaled, an alpakaed, al lamaed...)
En urzhiad an artiodaktiled emaint p'o deus un niver par a vizied gant ivinoù.
Taolenn |
[kemmañ] Koazhadur an daskirierien
m. korzen-voued, v. rumen ou bigof, n. rouedenn , b. omasum pe levrioù, l. abomasum ou torig-toaz, t. penn ar bouzelloù.
E peder lodenn e vez rannet stomog an daskirierien : ar bigof (rumen), ar rouedenn (reticulum), al levrioù (omasum) hag an torig-toaz (abomasum). En div gavenn gentañ en em rann ar boued etre al liñvennoù hag an danvezioù fetis. Ar re-se a vez kaset d'ar genou en-dro dre ar gorzenn-voued. Mesket gant an halo ha friket ar fibrennoù e teu da vezañ dourennek hag e ya endro er bigof hag er rouedenn e-lec'h ma vez koazhet kelluloz ar fibrennoù gant mikroboù ken ez eont gant ar pektin hag ar sukroù da goiñ dindan oberezh an trenkennoù
Ar pezh a zo bet koazhet,goude 24 pe 48 eur, a ya d'al levrioù e-lec'h un tamm eus an danvez a vez kaset e kas ar gwad. En torig-toaz e vez koazhet ar peurrest evel ma vez graet e stomogoù an unstomoged evel ar moc'h. Goude-se e vez kaset an traoù d'ar vouzellenn vihan.
Koulskoude, ar glukoz produet dre goazhañ ar c'helluloz er bigof hag el levrioù a vez implijet gant ar mikroboù. P'o deus ezhomm an daskirierien eus ar glukoz evit mont-en-dro o empenn hag evit laezh ar parezed, e teu ar glukoz eus koazhañ ar propionat en avu, p'emañ ar propionat unan eus an trenkennoù produet er bigof.
[kemmañ] Relijion
Er relijion yuzev, ne vez ket aotreet d'ar feizidi debriñ an nann-daskirierien e-touez al loened war zouar. Sellet ouzh Kachrout.
[kemmañ] Implijoù all
Dre skeudennadur e vez implijet ar verb daskiriañ gant ar ster "prederiañ don war un dra bennak". Taskagnat(ur deveradenn da washañ eus taskaneal) a c'hell bezañ prederiañ hag ivez chipotal war draoù munut en ur glask tabutal gant ar re all.
Diouzh an implijoù e reer gant an den daskirier pe taskagner.
[kemmañ] Sellet ivez
[kemmañ] Liammoù diavaez
- [http://www.fao.org/docrep/W4988F/w4988f03.htm Lec'hienn ar FAO (galleg)