Karrekaenn
Eus Wikipedia
Restr:Fossile-ammonite.jpg
Ammonitenn karrekaet
An dilerc'hioù (krogenn, askorn, dant, greunenn, delienn...) pe ar vouladenn eus ur boud bev (un aneval, ur blantenn ...) zo ur garrekaenn. Miret eo bet en ur garregenn c'houlezennek. Studiet e vez ar c'harrekaennoù hag an doare ma tiwanont gant ar baleontologiezh dreist-holl.
Hervez ar spesadoù hag ar marevezhioù e c'hall ar c'harrekaennoù bezañ stank pe stankoc'h ha disheñvel e c'hall bezañ o ferzhioù. Dibaot eo ar c'harrekadur hag an testenioù degaset dimp gant ar c'harrekaennoù e-pad tremen tri miliard bloavezhioù emdroerezh eus ar vuhez war an Douar zo leun a vankoù c'hoazh hag e chomfont e-giz-se moarvat en desped d'an dizoloadennoù a vo graet.
Karrekaenn Sinosaoropteriks, Mirdi broadel skiant e Ueno, Japan