Brezel Seizh Vloaz

Eus Wikipedia
Brezel Seizh Vloaz
brezel
Lec'hEuropa Kemmañ
Deiziad kregiñ29 Eos 1757 Kemmañ
Deiziad echuiñ15 C'hwe 1763 Kemmañ

Ar Brezel Seizh Vloaz (1756-1763) zo ur brezel en XVIIIvet kantved a c'hoarvezas e meur a rannved (Europa, Norzhamerika, India hag all), ha dre-se eo bet keñveriet ouzh ar Brezel-bed kentañ.

Ar re a gemeras perzh eo Rouantelezh Bro-C'hall, enebet ouzh rouantelezh Breizh-Veur en un tu, Arc'hdugelezh Aostria ouzh Rouantelezh Prusia en tu all. Koulskoude, dre c'hoari an emglevioù etre ar stadoù eo tost holl Stadoù Europa hag o zrevadennoù a gemeras perzh er brezel. Gwelet e voe Spagn o harpañ Bro-C'hall, ha Rusia o harpañ Aostria. Lavaret e vez peurvuiañ e krogas ar brezel d'an 29 a viz Eost 1756, pa lammas Friedrich II, Roue Prusia, war Priñselezh Sachsen, petra bennak ma oa kroget an emgannoù e trevadennoù Norzhamerika a-raok ober o reuz en Europa.

Kemmoù bras a voe e kempouez ar galloudoù en Europa da-heul ar brezel. Savet e voe an Impalaeriezh saoz, an hini kreñvañ a-hed an XIXvet kantved, ma'z eas da get an trevadennoù gall savet en XVIIvet kantved en Indez ha Kanada, ha kreñvaet e voe pouez Prusia a voe trec'h en emgann Rossbach war ar C'hallaoued, hag en emgann Leuthen war an Aostrianed e 1757.

Bellerien ar Brezel Seizh Vloaz

Rouantelezh Breizh-Veur


Kengevredad Haudenosaunee

Prusia

Portugal (adalek 1762)


Priñselezh Braunschweig-Wolfenbüttel

Landgraviezh Hessen-Kassel

Priñselezh Schaumburg-Lippe


An emglevioù etre ar broioù a-raok ar brezel

Rouantelezh Bro-C'hall


Kengevredad Abenaki

Impalaeriezh santel roman german


Impalaeriezh Rusia


Impalaeriezh Spagn


Impalaeriezh Sveden (1757-1762)


Impalaeriezh Voghol (adalek 1757)

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel a voe adalek 1756 betek 1763, hag e meur a rannved, ken na vez lavaret e oa ar brezel-bed kentañ. C'hoarvezout a reas en Europa, Norzhamerika hag en Indez dreist-holl.

Er brezel bras a-raok e oa Brezel Hêrezh Aostria (1740 – 1748), etre Aostria a-unan gant Breizh-Veur, en un tu, ha Prusia a oa aet a-unan gant Bro-C'hall. Met er brezel Seizh Vloaz e voe emglev etre Bro-C'hall hag Aostria en un tu, hag Aostria ha Breizh-Veur en tu all. Meur a vro all a gemeras perzh avat : Rusia a du gant Aostria, ha Spagn a-du gant Bro-C'hall.

Emgannoù bras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emgannoù bras war zouar Europa er Brezel Seizh Vloaz Patrom:Sfnp
Emgann Niver a soudarded saoz ha prusian Niver a soudarded gall hag aostrian Kolloù en emglev saoz ha prusian Kolloù en emglev gall hag aostrian Disoc'h
Lobositz 28,500 34,000 3,300 2,984 Trec'h e voe Aostria
Praha 64,000 61,000 14,300 13,600 Trec'h e voe Prusia
Kolín 34,000 54,000 13,733 8,100 Trec'h e voe Aostria
Hastenbeck 36,000 63,000 1,200 1,200 Trec'h e voe Bro-C'hall
Gross-Jägersdorf 25,000 55,000 4,520 5,250 Trec'h e voe Rusia
Rossbach 21,000 40,900 541 8,000 Trec'h e voe Prusia
Breslau 28,000 60,000 10,150 5,857 Trec'h e voe Aostria
Leuthen 36,000 65,000 6,259 22,000 Trec'h e voe Prusia
Krefeld 32,000 50,000 1,800 8,200 Prussian-allied victory
Zorndorf 36,000 44,000 11,390 21,529 Indecisive
Kemeredigezh ar Gêrveur 9,000 3,000 810 3,000 British victory
Sant Kast 1,400 10,000 1,400 495 Trec'h e voe Bro-C'hall
Hochkirch 39,000 78,000 9,097 7,590 Trec'h e voe Aostria
Kay 28,000 40,500 8,000 4,700 Trec'h e voe Rusia
Minden 43,000 60,000 2,762 7,086 British-allied victory
Kunersdorf 49,000 98,000 18,503 15,741 Trec'h e voe Aostria ha Rusia
Maxen 15,000 32,000 15,000 934 Trec'h e voe Aostria
Landeshut 13,000 35,000 10,052 3,000 Trec'h e voe Aostria
Warburg 30,000 35,000 1,200 3,000 British-allied victory
Liegnitz 14,000 24,000 3,100 8,300 Trec'h e voe Prusia
Kloster Kampen 26,000 45,000 3,228 2,036 French victory
Torgau 48,500 52,000 17,120 11,260 Trec'h e voe Prusia
Villinghausen 60,000 100,000 1,600 5,000 British-allied victory
Schweidnitz 25,000 10,000 3,033 10,000 Trec'h e voe Prusia
Wilhelmsthal 40,000 70,000 700 4,500 British-allied victory
Freiberg 22,000 40,000 2,500 8,000 Trec'h e voe Prusia
Emgannoù war zouar e Norzhamerika)Patrom:SfnpPatrom:Sfnp
Emgann Niver a soudarded a Vreizh-Veur French, Spanish and native numbers British-native casualties French, Spanish and native casualties Disoc'h
Monongahela 1,300 891 906 96 French-allied Victory
Fort William Henry 2,372 8,344 2,372 8,344 French-allied Victory
Fort Ticonderoga I 15,367 8,200 3,600 377 French-allied Victory
Louisbourg 9,500 5,600 524 5,600 British victory
Gwadloup 5,000 2,000 804 2,000 British victory
Martinik 8,000 8,200 500 N/A Trec'h e voe ar C'hallaoued
Fort Niagara 3,200 1,786 100 486 British-allied victory
Kebek I 9,400 15,000 900 N/A British victory
Montmorency 5,000 12,000 440 60 Trec'h e voe ar C'hallaoued
Plains of Abraham 4,828 4,500 664 644 British-allied victory
Saint-Foy 3,866 6,900 1,088 833 Trec'h e voe ar C'hallaoued
Kebek II 6,000 7,000 30 700 Trec'h e voe ar Saozon
La Havana 31,000 11,670 (Spagnoled) 5,366 11,670 Trec'h e voe ar Saozon
Emgannoù bras war zouar e-pad ar Brezel Seizh Vloaz en IndezPatrom:Sfnp
Emgann British-sepoy numbers Mughal-French numbers British-sepoy casualties Mughal-French casualties Disoc'h
Calcutta I 514 50,000 (Mughals) 218 7,000 Mughal victory
Calcutta II 1,870 40,000 (Mughals) 194 1,300 Trec'h e voe ar Saozon
Plassey 2,884 50,000 (Mughals) 63 500 Trec'h e voe ar Saozon
Chandannagar 2,300 900 (French-sepoy) 200 200 Trec'h e voe ar Saozon
Madras 4,050 7,300 (French-sepoy) 1,341 1,200 Trec'h e voe ar Saozon
Masulipatam 7,246 2,600 (French-sepoy) 286 1,500 Trec'h e voe ar Saozon
Wandiwash 5,330 4,550 (French-sepoy) 387 1,000 Trec'h e voe ar Saozon