Impalaeriezh trevadennel Spagn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar broioù zo bet dalc’het gant ar Spagnoled da vare pe vare, gant liv ruz, hag an douaroù e dalc’h Portugal gant liv roz.

Impalaeriezh trevadennel Spagn a reer eus hollad an douaroù tramor aloubet gant Spagnoled ha renet ganto e-pad pell. Unan eus an impalaeriezhioù trevadennel brasañ zo bet en istor eo hini Spagn, e-kichen hini Portugal. Er XVIvet kantved hag er XVIIvet kantved e voe aloubet e-leizh a zouaroù gant ar Spagnoled, e pep lec’h dre ar bed. Kastilha zo bet, evel Portugal, unan eus ar broioù er penn a-raok evit ar beajoù da zizoleiñ ar bed hag evit an trevadenniñ. En he brasañ e voe an impalaeriezh-se etre 1580, pa voe staget Impalaeriezh trevadennel Portugal ouzh domani Spagn, ha 1800, pa grogas Spagn da goll he zrevadennoù e Suamerika.

Deroù[kemmañ]

An douaroù tramor kentañ aloubet gant Spagnoled a voe an inizi Kanariez. Aloubet e voent ganto e 1491-1496, ha lazhet e voe ar bobl a veve warno er XVvet kantved. An eil kammed a voe aloubidigezh Melilla, ur gêr en arvor Maroko e 1497. Rouantelezh Kastilha a stagas da vat da glask perc’hennañ douaroù tramor, pa oa bet echuet ar Reconquista, ar stourm a-enep muzulmaned kreisteiz Spagn, goude diskar Emirelezh Kordoba e miz Genver 1492.

Kristol Goulm o touarañ war enez Hispaniola.

Kristol Goulm, goude ma oa bet distaolet e ginnig gant roue Portugal, a voe degemeret mat e servij gant ar rouanez Izabel Kastilha hag ar roue Ferdinant Aragon. Asantiñ a rejont arc’hantañ beaj ar moraer eus Genova a glaskfe tizhout an Indez hag o zeñzorioù, en ur vont war-zu ar c’hornôg. E miz Here 1492 e voe tizhet gant Kristof Goulm enez San Salvador (en enezeg Bahamas), ha goude-se e voe diazezet gantañ an drevadenn spagnol gentañ en Amerika war enez Hispaniola. Graet e voe anezhañ "besroue an Indez" (1493-1500) gant rouaned Spagn. Hogen drastus e voe e zoare da ren an Indez, ken evit an drevadennerien aet d’an enez, ken evit annezidi gentañ Hispaniola a yeas o niver d’an traoñ buan. E-kerzh e deir beaj all e voe ergerzhet gant Koulm an inizi Antilhez hag aodoù Kreizamerika. Met un den all eus Genova, Amerigo Vespucci, an hini a roas e anv d’ar c’hevandir nevez-kavet, Amerika, goude e veajoù etre 1499 ha 1504. Er XVIvet kantved e voe ergerzhet douaroù e-leizh gant ar Spagnoled : adalek Kalifornia ha Florida betek Douar an Tan, hag er Meurvor Habask, betek an inizi Filipinez hag an inizi Salomon. Gant ar pab e 1493 ha gant Emglev Tordesillas e 1494 e voe kompezet an tabut a save etre Spagn ha Portugal, ha rannet e voe ar bed etre div lodenn : an hanter a c’hallje bezañ trevadennet gant Portugal (Afrika, Azia) hag an hanter all gant Spagn (Amerika, nemet Brazil ma oa douaret Portugaliz dija, hag an tammoù reterañ eus Azia).

Ar g-Conquistadored[kemmañ]

Conquistadored (da lavarout eo « alouberien », e spagnoleg) a reer eus ar Spagnoled aet da aloubiñ douaroù nevez Amerika. E 1511 e oa bet aloubet an inizi brasañ, an Antilhez Bras (Kuba, Hispaniola, Puerto Rico). Tudjentil a renk izel e oant, ha gant ar mojennoù a veze kontet diwar-benn an Eldorado, ar vro varzhus leun a aour a oa en tu all d’ar mor, e oant broudet da guitaat Kastillha da vont d’an « Douar Nevez », da redek an avantur. Gant Hernán Cortés, hag un nebeud kantadoù a dud war e lerc’h, e voe aloubet Mec’hiko diwar-goust an Azteked e 1519-1521 ; Francisco Pizarro, eñ, a lakaas e grabanoù war Perou, diwar-goust an Inkaed e 1532-1534. Dre ma oa armoù dreist gant ar Spagnoled, ha dre ma oa rannet an Amerindianed e voe aloubet kement a zouaroù ken buan-se. Ur wech staliet mat en Amerika ez eas ar Spagnoled da drevadenniñ an inizi Filipinez, en tu all d’ar Meurvor Habask er bloavezhioù 1560 ; ha neuze e chomjont a-sav war harzoù Impalaeriezh trevadennel Portugal, evel ma oa bet rakwelet gant Emglev Tordesillas e 1494.

Merañ an « Douar Nevez »[kemmañ]

An Impalaeriezh spagnol en Amerika e 1800

E 1503 e voe savet gant ar rouanez Izabel La Casa y Audiencia de Indias, un aozadur anavezetoc’h dindan an anv Casa de Contratación, karget da renkañ ar c’henwerzh etre Spagn hag an trevadennoù nevez. Sevel a rae taosoù war ar marc’hadourezh deuet eus Indez ar c’hornôg (ur bempvedenn eus o zalvoudegezh, Quinto Real) ha dastum a rae gouiziegezh war an douaroù ergerzhet gant ar Spagnoled. E 1524 e voe savet Kuzul an Indez (Consejo de Indias) d’ober war-dro melestradur an douaroù nevez-kavet ; harpet e oa, en tu all d’ar mor, gant unnek audiencias (lezioù-barn), an hini gentañ anezho o vezañ bet savet war Hispaniola e 1511.

Splann e voe buan, gant al ledan ma oa an « Douar Nevez », e oa ezhomm da rannañ an douaroù-se e meur a vro evit gallout o merañ. Neuze e voe divizet sevel bes-rouantelezhioù gant ur besroue e penn pep hini anezho. Da gentañ e voe savet besrouantelezh Spagn Nevez (1535), ha goude-se hini Perou (1544), hini Granada Nevez (1717) ha hini ar Río de la Plata (1776).

Pinvidik e teu an drevadennerien spagnol da vezañ buan war-bouez an encomienda (ar c’humuniezhioù Indianed a veze lakaet da labourat evit o mistri spagnol). An tachennoù bras anvet latifundia a voe savet, dreist-holl, adalek ar XVIIvet kantved. A-hend-all e veze korvoet ar mengleuzioù aour (e Kolombia) hag arc'hant (Zacatecas e Mec’hiko, Potosí e Bolivia).

An Amerindianed[kemmañ]

Spontus eo ar priz a vo paeet gant an annezidi gentañ. D’an traoñ ez a buan an niver a Amerindianed : tremen a ra eus war-dro 80 milion e deroù ar XVIvet kantved da war-dro 12 milion kant vloaz war-lerc’h. Gant al lazhadegoù, al labour ret hag ar c’hleñvedoù degaset eus Europa, dreist-holl, e voe diskaret ar pobloù indian.

Torfedoù ar g-conquistadored spagnol a voe diskuliet neuze gant ur manac'h, ar breur Bartolomé de las Casas. E 1550, goude breutaat gant ur beleg all, Juan Ginés de Sepúlveda, e teuas a-benn da lakaat degemer ar soñj e oa un ene gant an Amerindianed (Breud Valladolid). Roue Spagn, Karl V, a grogas ivez d’ar poent-se da lakaat harzoù da reizhiad an encomienda.

Er XVIIvet kantved e voe diazezet Misionoù katolik gant ar Jezuisted. Un doare keriadennoù e oa ar Reducciones-se, savet dreist-holl e Paraguay, gant Indianed Guarani, e Bolivia, e Perou pe e Brazil. Republikoù bihan e oant, savet evit avielañ an Amerindianed. Gant ar Jezuisted e veze savet kêrioù bihan war skouer ar re eus Spagn, nemet eno e tegemerent Amerindianed da reiñ ur plas dezho er gevredigezh spagnol ha kristen ha da wareziñ anezho diouzh ar sklaverezh. Kement-se ne blije ket nemeur d’an drevadennerien avat, hag a-benn ar bloavezhioù 1750-1760 e voe berzet ar Reducciones-se, gant ar pab, gant Spagn ha gant Portugal.

Dre ma oa digresket kalz an niver a Amerindianed e oa diouer a dud labour evit an drevadennerien. Kregiñ a reas ar Spagnoled neuze d’ober kenwerzh sklaved eus Afrika, evel ma rae dija Portugaliz.

Daoust ma ne veze ket graet gwall vrav d’an Amerindianed na d’ar re Zu, e teuas Amerika latin, ha dreist-holl Brazil, da vezañ ur skouer dibar eus ur gevredigezh hiron.

En Azia[kemmañ]

Fernão de Magalhães, an ergerzher portugalat a oa e servij rouantelezh Spagn, a erruas en inizi Filipinez d’ar 16 a viz Meurzh 1521. Anvet e voe an enezeg en anv daofin Spagn, Fulup II Spagn. Adalek 1565 emañ an enezeg en Impalaeriezh trevadennel Spagn. E 1611 e voe savet Skol-Veur Santo Tomas, ar skol-veur gentañ er vro, e Manila.

Daoust ma ne oa ket pinvidik ar vro a-fed aour pe spisoù, e kave da Spagn e vije ur bazenn gentañ da vont da avielañ Sina ha Japan. Frañsez Zavier, pa yeas da Japan a gasas gantañ un den genidik eus Filipinez, Lorenzo Ruiz, zo bet lakaet da sant abaoe. Ne reas ket berzh ar visionerien gatolik e Sina ha Japan, met e Filipinez e teuas buan an iliz katolik da gaout ur pouez bras. Ha se e oa unan eus palioù pennañ rouaned Spagn pa glaskent trevadenniñ broioù pell.

Diskar an impalaeriezh[kemmañ]

Kregiñ a reas galloud trevadennel Spagn da vont war ziskar er XVIIvet kantved, daoust (pe abalamour) ma kresk poblañs an trevadennoù. An aour kaset da Spagn a veze dispignet buan evit paeañ dleoù d’ar vankerien a Alamagn pe Italia. Hag e-keit-se e kolle Spagn lod eus he zud a yae da redek bro en tu all d’ar mor. Gant ar brezelioù en Europa (Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz, Brezel Tregont Vloaz) e voe dispignet nerzh hag arc’hant Spagn.

Dizalc’hiezh an trevadennoù en Amerika[kemmañ]

Displijet e oa an dud eus ar vegenn (ar re wenn, bet ganet en trevadennoù) gant pouez beli Spagn warno. Tud evel Simón Bolívar a gemeras skouer war an Dispac'h gall e dibenn ar XVIIIvet kantved. Tennañ a rejont splet eus aloubadeg Spagn gant Napoleon I e 1808 evit embann dizalc’hiezh broioù Suamerika. Mouget e voe an emsavadegoù-se gant feulster gant ar Spagnoled, pa zeuas ar roue Fernant VII war an tron en-dro e 1813. Met daoust da se e teuas broioù Suamerika, tamm-ha-tamm, da vezañ dizalc’h.

Emsavadegoù a voe adarre a-enep rouantelezh Spagn, levezonet gant Brezel dizalc'hiezh ar Stadoù Unanet, da sevel republikoù dizalc'h. Kuba ha Puerto Rico a chomas dindan yev Spagn. Hogen, etre 1814 ha 1830, trevadennoù spagnol Amerika a yeas d'ober broioù dizalc'h nevez : Arc'hantina, Bolivia, Kolombia, Chile, Ecuador, Mec'hiko, Paraguay, Perou, Proviñsoù Unanet Kreizamerika, ar Republik Dominikan, Uruguay ha Venezuela.

Dibenn an impalaeriezh e trevadennoù Afrika[kemmañ]

An douaroù e dalc’h ar Spagnoled e Maroko, e 1912

Dirollañ a reas ar brezel etre Spagn hag ar Stadoù Unanet : e 1898 e voe kollet Kuba, Puerto Rico hag ar Filipinez gant ar Spagnoled, aloubet ma oa bet ar broioù-se gant an Amerikaned.

Ne chome mui nemet un nebeud trevadennoù en Afrika gant Spagn, neuze. En o zouez e c’heller menegiñ ar Rif, e hanternoz Maroko, aloubet e deroù an XXvet kantved, ha chomet spagnol daoust da emsavadeg Abd el-Krim, e 1921-1926. E 1936 ez eo eus hanternoz Maroko, hag eus an inizi Kanariez, e loc’has soudarded Franco da vont d’en em gannañ e Brezel diabarzh Spagn. E 1956 e voe roet ar braz eus an douaroù spagnol-se da stad Maroko, war-bouez Ceuta ha Melilla zo chomet kêrioù e dalc’h Spagn. N’eo nemet e 1975, goude marv Franco, e voe kuitaet Sahara ar C'hornôg gant Spagn, ha goude-se e voe staget ouzh rouantelezh Maroko.

Ar broioù zo bet e dalc’h an Impalaeriezh trevadennel spagnol[kemmañ]