Annaba
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Annaba (عنابة en arabeg) zo ur gêr eus Aljeria.
-Kod post : 23000
-niver a annezidi : 257 359 ( 5 252 a annezidi dre km² )
-Gorread : 49km²
Lec'hiadur: Emañ Annaba etre menezioù Djebel Edough(1008m a huelder dezho) hag etre ar mor kreizh douarel. Lec'hiet eo da 420 km eus Alje, kêrbenn Aljeria. Annaba a zo unan eus kêriou koshañ Aljeria bet krouet e 1295 a-raok J-K. En em ledan a ra ar ger war 49m². Annaba ar zo ar 4vet kêr evit he niver a annezidi goude Alje, Oran ha Constantine. E 1892 e voe 22 000 hag hiriv an deiz ez eus war-dro 260 000 a dud o vevañ eno. E kerzh an amzer eo deuet Annaba da vezañ ur poent eskemm gant ar bed a-bezh hag Europa.
E kêr: Ti-kêr Annaba a zo ar memes hini bet savet da vare an trevadennoù. Bez ez eus ivez un iliz anvet « Saint Augustin » savet war-dro 1900, lakaet eo bet annezhi war un dorgenn e krec'h ar ger, un aerporzh... Ur stad foot a c'hell digemerout 50 000 a dud, e lec'h ma c'hoari USM Annaba! Dieubidigezh Aljeria e 1962 he deus lakaet an annezidi europat da vont kuit ha neuze eo kresket ar boblañs en Annaba hag er vro a-bezh ! N'eo ket graet c'hoas ar ger evit an touristelezh.
Setu aze un nebeut a tudennoù annavezet eus Annaba:
-Guy Bedos,komedian
-Edwige Fenech,aktourezh ganet e Annaba
-Roger Widenlocher,komedian dre tresañ
-Valentine Prax,Livourezh