Spagn Nevez
Spagn Nevez, pe « Nueva España » e spagnoleg, a oa ur rann eus impalaeriezh trevadennel Spagn, pe, resisoc'h, ur vesrouantelezh e dalc'h rouaned katolik Spagn, savet en 1525, hag a badas betek dizlac'hted Mec'hiko en 1821. A-wechoù e vez lavaret « Mec'hiko gozh » anezhi.
En em astenn a rae douaroù ar vesrouantelezh e Kreizamerika en he fezh, hogozik, eus Mec'hiko da harzoù kreisteiz Costa Rica, hag en hanternoz e douaroù zo bremañ e SUA, California, Arizona, New Mexico, Texas, ha betek er Filipinez er c'hornôg. Douaroù all a oa c'hoazh pelloc'h en hanternoz, evel an Oregon Country, met ne oant ket bevennet splann.
Orin an anv [kemmañ]
Hernán Cortés an hini a ginnigas an anv-se en e eil lizher d'an impalaer Carlos Iañ Spagn ha d'ober Nueva España eus an douaroù ergerzhet ha sujet da gurunenn Spagn e-pad aloubidigezh an impalaeriezh aztek